I Diviz

Rumm
C’hoariva
Yezh
Brezhoneg
Orin
Sant Brieg, Moulerezh Sant Gwilherm, 1909
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

AN AO. GARGAM, e-unan
Ma chom hiriv brav an amzer
Me a redo dre ’l lanneier
War-lerc’h ar glujar hag ar c’had ;
Am bo anezho ur sac’had…
Na diskuizh ’vo o divesker
Ma tec’hont krenn va zennoù taer !…
Disadorn, o pebezh dudi !
Evidon-me distreiñ da’m zi
Gant un toulladig gedon brav
Da ober un tamm lip-e-bav !…
Ya, peadra da regaliñ,
Div ha teir gwech, holl dud an ti !…
O feiz, me ’lâr hep fougeal,
N’eus ket par din da chaseal ;
Me, ’gred ’on moumoun Sant Hubert
Ha filhor an aotroù Sant Per !
 
Klevet a ra trouz.
 
Piv a c’hell donet ken abred
Da’m diaesañ a-vec’h savet ?
 
Skeiñ a reer war an nor.
 
Digorit !