X Diviz

Genre
Théâtre
Langue
Breton
Source
Saint Brieuc, Moulerezh Sant Gwilherm, 1909
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

AN AO. GARGAM e-unan
It pell diouzhin, laboused-noz !
Ha peur eta ec’h ehano
Ar glaskerien-mañ o samm-tro ?
Ret e vije bet din gorren
Kalz a bezhioù daou-wenneien !…
Ma selaouan kement a stran
Dizale me ’vo en noazh ran !…

Tok ! Tok ! war an nor

Adarre ?… Mont a ran pelloc’h
Da glask ur c’hornig-all siouloc’h…
Ha ma c’halvfen va Bastian,
Ma ouezo da belec’h ez an !…

Oc’h hopal kreñvoc’h-kreñvañ

Hola ! Bastian ! Bastian ! Bastian !…

Skeiñ a reer atav.

O mevel fall ! Kounnariñ ’ran !…
Daoust m’eo va c’halon en anken,
Lakaomp bepred un dremm laouen !…
Gouzañv an dud hag an amzer
A zo daou dre ret da ober !…
Digorit !…