Hirvoudoù ha pedenn

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Sant Brieg, René Prud’homme, 1905
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

    da’r barzh Taldir

Va c’halonig ennon a zo holl ankeniet,
Pa welan Breizh-Izel, va bro muiañ-karet.
Gwall gaset gant tud fall enebourien pep mat...
    O Doue, pebezh kalonad !

Hag e klaskont tagañ gant kalz hardizhiegezh,
Pezh zo gwellañ e Breizh : He c’hizioù hag he yezh,
Evit mougañ aesoc’h feiz kreñv an Arvoriad...
    O Doue, pebezh kalonad !

O gwelet a reer stank dre hentoù Breizh-Izel,
O c’hoapaat ar Vreizhiz, o c’hredennoù santel,
O teuler dismegañs war gement a zo mat...
    O Doue, pebezh kalonad !

Gwazed kreñv maezioù Breizh, leun-bar ho kwazied
Eus gwad yac’h hon tadoù, ar Vreizhiz ken brudet,
Pegeit c’hoazh e chomo serret ho taoulagad !
    O Doue, pebezh kalonad !

***

Arzhur, Marzhin, Lez-Breizh, savit eus ho pezhioù !
Embannit ar brezel1, Bretoned a-strolloù
A zeredo gant pres, a stourmo evit mat !
    O Doue, klevit va mennad !

Kement a c’hoantaomp : frankiz ha lealded
A lamer tamm-ha-tamm digant ar Vretoned ;
Enebomp, kenvroiz, unanet er stourmad.
    O Doue, klevit va mennad !

O va Salver Jezuz, Doue ar Vretoned,
Pegeit ouzhomp eta ’vefoc’h-hu kounnaret ?
Roit ar peoc’h, ni ho ped, c’hwi hag a zo ken mat !
    O Doue, klevit va mennad !

Itron Santez Anna, mamm gozh ar Vretoned,
Dalc’hit en hon touez ar ouenn eus ar Varzhed ;
Grit m’o gwelimp bemdez muioc’h-mui o stankaat.
    O Doue, klevit va mennad !

____

1 Brezel e pehini na dleer kaout evit armoù nemet ar gomz hag ar bluenn.