Kinnig

Rumm
C’hoariva
Yezh
Brezhoneg
Orin
Brest, Moulerezh ru ar C’hastell, 1926
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

Kinnig a ran va samm labour d’ar Barzh divent
En doa klevet mouezh vras ar varzhed diagent,
Hag eus telenn Arvor en doa tennet ur son
Seurt na oa bet biskoazh ken uhel na ken don.

Va « c’haourez » a lakan dindan mir ar Gedour
A save sonn, ramzel, dirak an enebour,
E lagad war an noz, e zorn war e vouc’hal,
Da ziwall koantiri Breizh-Izel ha Bro-C’hall.

Hag er memes eñvor kañvus e saludan
Daou letanant Breizhad, speredek, leun a dan,
Kouezhet o daou feal d’o Bro, feal d’o le :
Unan an’e « Bleimor* », ha va mab egile.   [Jean-Pierre Calloc’h, 1888-1917]

             Montroulez, an 18 a vezheven 1923