VI Pennad

Rumm
C’hoariva
Yezh
Brezhoneg
Orin
Brest, Moulerezh ru ar C’hastell, 1926
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

NERZHVEUR, HOLLVELEN deut dre an nor a-gleiz

NERZHVEUR
Nag a joa ’ra ganin gwelet war va zreuzioù
An hini ’vo karet dreist an holl briedoù !

HOLLVELEN
Ouzh da welet, Nerzhveur, emaon laouen ivez :
Rak va frenañ ’teus graet hep espern an danvez.
Hogen, da garantez na bado ket a-bell
Ma ve ’benn ur bloavezh nijet gant an avel.

NERZHVEUR
N’em eus ket lâret c’hoazh tremen gant ur bloavezh,
Ha ma ne selaoufen ’met ouzh va c’hoantegezh,
Diouzhtu ’vit ar vuhez ’tivizfen priedañ.
Met, gant aon e teufen tro-pe-dro da yenañ
Pe dre zilez, pe dre skuizhder, pe dre gozhni,
Gant aon e rankfe dont neuze da vrumenniñ
Da zaoulagad ken glas, ken eürus, ken seder,
Em eus soñjet fiout war skiant ur sorser
Da c’hoût ha ni ’dle chom an eil gant egile
Betek diwezh an hent karantek da vale.

HOLLVELEN
Ar soñj oa mat ; met den na oar penaos ’vo kont
Gant hon eürusted-ni ’barzh an amzer da zont.

NERZHVEUR
Koulskoude ’meus kavet ur sorser touraniad
Hag en deus va lakaet, me ’gred, er roudenn vat.

HOLLVELEN
Un Touraniad ! n’eo ket Hildeo ’reer anezhañ ?

NERZHVEUR
Eo ’vat.

HOLLVELEN
                Neuze ’meus kred : hennezh a dle bezañ
Un den skiantek-bras, hag hon medisined
A zo pell war e lerc’h da louzaouiñ loened.
War betore roudenn ’out bet hentet gantañ ?

NERZHVEUR
Sed amañ : displeget en deus din da gentañ
Doare ur feunteun gozh a strink hec’h eienenn
Er c’horn pellañ du-hont, ’lec’h ma tizh ar blaenenn
Derv bras ar C’hoad-Meur.

HOLLVELEN
                                                Goût ’ouzon pehini :
Bet ’on, en ur vale, ’n em gavet stok enni.
Ur feunteun goant, ma’z eus unan war an douar.

NERZHVEUR
Mat, dour ar feunteun-se ’neus ur galloud dispar,
Gouestl d’ar bobl touraniad : an danvez-priedoù
A dle bevañ eürus a-hed o bloavezhioù,
A wel sklêr, pa soubont o fennoù ’barzh an dour,
An eil dremm egile, ’vel en ur melezour.

HOLLVELEN
Nag e ve ken, Nerzhveur, ’met ’vit ar blijadur
Da vont ganit da lenn ennañ hon tonkadur,
Ez efomp, pa giri, da welet ar feunteun.

NERZHVEUR
War lavar an hudour, me ’rank monet va-un’
Da gentañ ; te ’deuio war-hed pemzek talmad
War va lerc’h, hag un all ganit, ma kevez mat.

HOLLVELEN
Va-un’ pe gant un all, me ’valeo dispont,
Met e vo mall ganin d’an’vezout ar respont.
Rak-se, pa vo ganit echu, te ’c’hortozo,
’Vit reiñ din da c’houzout penaos ’vo bet an dro.

NERZHVEUR
Hag e rin. Bremañ ’ta, ’benn an eil beurevezh,
En em dalc’himp hon daou, tro sav-heol, war evezh,
Prest da luskañ ; me ’gred ne rimp ket tro c’houllo
Hag an eurvad deus hon holl boan hon digollo.

HOLLVELEN
Un devezh hir, gwall hir, a gavin-me warc’hoazh ;
Hogen, ar gredenn ’meus pa vo Nerzhveur va gwaz,
Ne vo ket ’vit un noz, ul loariad nag ur bloaz,
’Met ’vit atav, betek eürusted ar Wenvan.

Diwezh an arvest kentañ