III Pennad

Rumm
C’hoariva
Yezh
Brezhoneg
Orin
Brest, Moulerezh ru ar C’hastell, 1926
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

PENNDRASK, NERZHVEUR

NERZHVEUR o tont en ti, teñval e benn
                                                       Pegen brav
Eo bezañ ’veldout-te, Penndrask, diglemm atav,
N’eus forzh petore liv a deu war an amzer,
N’eus forzh ouzhit ivez pegen rog e komzer !
Daoust ha petra ’ro dit nerzh da vezañ ken reizh ?

PENNDRASK
Ur garantez nevez gwriziennet don em c’hreiz.

NERZHVEUR
Sell, skourr aze Glasluc’h ouzh e dach alaouret,
Ha kaozeomp un tamm diwar-benn va eured.
Me ’meus ivez, ’veldout, nevez deut em c’halon,
Ur garantez na ra ’met krignat ac’hanon.
Perak din-me ’ra poan pezh a ra vad dit-te ?

PENNDRASK
Dre ’n abeg n’hon eus ket hevelep karantez :
Va hini-me ’n em ro hep klask restaol ebet ;
’Lec’h te ’fell dit bezañ dreist an holl dibabet
Ha, goude ’tevo bet dit da-un’ Hollvelen,
Marteze n’he dalc’hi ’met ur bloavezh hepken.

NERZHVEUR
Te ’wel deun va mennozh ’vel un divinourez.
Dreist pep tra, dreist pep den ’karan va c’hadourez ;
Met aon am eus, ’raok ma vin bet ur bloaz ganti,
E teufe ar skuizhder da son an disparti.
Mard eo flamm he gened ha drant he yaouankiz,
Un dalvoudegezh kaer ivez ’neus ar frankiz,
Hag an armoù sklentin, hag ar c’hirri-brezel,
Hag ar stourmoù ruz-gwad ; ha, pa daolan ur sell
War va c’hleze Glasluc’h ken brav puret ganit,
D’Hollvelen na dezhañ n’hallan reiñ ar gounid.
Nec’het ’on, nec’het dall ; n’ouzon petra d’ober.

PENNDRASK
Me, Nerzhveur, ma kerez, ’lâro dit berr-ha-berr :
Un hudour ’an’vezan, deut un tamm war an oad,
Hag a oa brudet bras gwechall en hon broad
Da gelenn mat an dud ; dreist-holl em eus klevet
N’eo bet c’hwitet biskoazh war ingailhoù eured.

NERZHVEUR
Amañ eo deut gant ar Gelted ?

PENNDRASK
                                                      Ya : hennezh eo
Ar sorser touraniad a lesanver Hildeo,
Hag a gonter ur mestr da louzaouiñ loened.

NERZHVEUR
Da hennezh, just a-walc’h, ez eo lâret donet
War-dro va c’hadgi Tonk.

PENNDRASK
                                             Deut eo, hag emañ c’hoazh ;
Rak bepred eo klevet harzhadeg yud ar chas.

NERZHVEUR
Lâr dezhañ ’ta, pa vo disoc’h gant ar c’hadgi,
Donet war-eeun da’m c’haout.

PENNDRASK
                                                     Graet ’vo da gevridi.

NERZHVEUR o sellet dre an noz gleiz
Tan-kurun ! Minter kozh oc’h erruout bremañ !
Hildeo a c’hortozo ma vo fin gant hemañ.

PENNDRASK
Ya, Nerzhveur, bez dinec’h : ar sorser a c’hedo
Ma vo Minter aet kuit, ha ’n em gavet e dro.

Penndrask a za ’maez dre an nor a-zehoù, Minter a deu dre an nor a-gleiz.