I Pennad

Rumm
C’hoariva
Yezh
Brezhoneg
Orin
Brest, Moulerezh ru ar C’hastell, 1926
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

PENNDRASK o puriñ ur c’hleze-meur, HILDEO oc’h erruout dre an nor a-gleiz

PENNDRASK
Ur c’hozhiad a welan o tont hag ’an’vezan ;
Ha, ma n’eo ket Hildeo a ve graet anezhañ,
Emaon faziet bras.

HILDEO
                                   Nann, ne faziez ket ;
Ha, pa sellan ouzhit a-dost ha gant aket,
Ec’h an’vezan Penndrask, an Douraniadenn vrav,
He lagad du ken lemm ha ken dihun atav,
He liv Duardez yac’h, he dent renkennet kaer.
Met perak ne zougez da vlev na hir na berr ?

PENNDRASK
Abalamour, Hildeo, n’on na gwreg na matezh
Gant an tiern Nerzhveur, na moalez na Keltez :
N’on amañ nemet serc’h, rouanez goude koan.
Bremañ, ’velkent, ’meus urzh da lezel da ziwan
Ar blev du lugernus e fougeen gante,
Hag a voe touzet din war goll va librentez
Pa rankas hon broad plegañ dindan ar yev.
Hogen, deus ma welan, te zo chomet da vlev
Ha da zilhad ganit en o doare gwechall.

HILDEO
Ya, paotrez ; mar hon eus amzer da gaozeal,
Me ’za da zibun dit ar gudenn penn-da-benn.
Pelec’h emañ Nerzhveur ?

PENNDRASK
                                               War-lerc’h e c’hoantadenn
E red bemdez deus ar beure betek an noz ;
’Barzh ma teuio d’ar gêr ni ’gonto meur a gaoz.

HILDEO
Mat sur ! e gadgi Tonk ’neus amzer da c’hedal
Ma’z in-me war e dro.

Gwech-ha-gwech e klever, diavaez an ti deus an tu-de-hoù, garmadennoù ki. Hildeo a gemer ur skaon d’azezañ.

PENNDRASK
                                        N’ehan ket da yudal,
Bet gloazet en e skoaz gant un taol dant tourc’h-gouez.

HILDEO
Da glemm ha da youc’hal en devo digarez.
Gant va skiant hudour eta ’meus gounezet
Ma vije va fennad blev gwenn ganin lezet.
Devezh ar biladeg, ’oamp ur mil pe war-dro
O c’hortoz touzañ deomp hon blev hag hon barv,
D’hol lakaat dindan mestr evel anevaled,
Merket ’vit ar vuhez sklavourien, ha moalet.
’N em gavet an touzer ganin : « Kemer d’amzer,
Emaon-me, te ’gredfe divlevañ ur sorser ? »
War ar ger-se, kouezhet e venveg hag e vrec’h,
’Sellas an aotenner ouzhin gant un tamm nec’h :
Te, ’mezañ, zo sorser ? « Ya, paotr, me oar an tu
Da lakaat ar goabrenn eus ar c’hlas da zont du ;
Da bareañ kleñved, da zegas reuz ha spont,
D’an’vezout pezh ’zo bet ha pezh a zo da zont. »
Eilgeriet e voe din : « Ma ’teus lavaret gwir,
E vi deut mat amañ, hag e tougi blev hir ;
Hogen, mard eo goapaat ac’hanomp a teus graet,
N’eo ket da vlev, da benn eo ’n hini ’vo berraet. »
Va lavarioù, kredabl, n’int ket bet kavet fall :
War an hevelep troad gant ar sorserien all,
Gant ar vedisined hag al louzaouerien,
’On bet lakaet d’ober deus gloaz pe deus terzhienn ;
Hag, o vezañ n’ez eus Kelt ebet eus va stad
Gouest e skiant zoken da’m hini da dostaat,
Em eus dreist ar re all, war c’hloaz pe war gleñved,
Karg al loened : saout, chas, kezeg, moc’h ha deñved
’Vel-se, ’teuan da louzaouiñ da di Nerzhveur
Ur c’hadgi bet e zent war groc’hen va breudeur.

Klevout a reer adarre garmadennoù ur c’hi.

You ’ta, loen ! Me zo stad ennon ouzh da glevet ;
Me ’garje ’vijes bet gant an tourc’h-gouez brevet.

Prederiañ ’ra ur pennad, hag e kendalc’h.

N’eo ket, ’gav din, ur c’hoantadenn a garantez
An hini ’lak Nerzhveur da redek ’pad an deiz ?

PENNDRASK
Eo, broudet eo gant c’hoant ur gaer a femelenn,
Merc’h yaouankañ Minter, lesanvet Hollvelen.
He c’hemer a raio, mar gall, evel pried ;
Met meur a gadour all zo, ’veltañ, pistiget,
Hag hepdale, pa ’n em gavo gouel bras an Hañv,
’Vo taolet an dibab war un all pe warnañ.

HILDEO
Ya, barrek eo hounnezh da dreiñ spered kant gwaz ;
Rak koantoc’h eviti n’eus bet ganet biskoazh :
Melen he blev ’vel aour, gwenn he bruched ’vel erc’h,
Ur groc’henenn liv ar roz-gouez hag ar brulu,
He muzelloù heñvel ouzh div gerezenn ruz,
Daoulagad glas karget a dan hag a sklêrder,
Ur c’horf mentet uhel hag ur galon seder ;
Ouzhpenn-se, kreñv ha gwevn, ampart gant pep ezel,
Bec’h da lod kadourien war an dachenn brezel.

PENNDRASK
War da glevout, hudour blev gwenn, o kaozeal,
E seblantez troet ganti ’vel ar re all.

HILDEO
Kozh ha yaouank, an holl wazed a dro ganti,
Ken trec’hus ha ken flamm ma’z eo he c’hoantiri ;
Hag en amzer da zont, keit ha ma c’hallan lenn,
E welan lazhadeg ha reuz diwar he fenn.
Ne gav ket dit, ’velkent, pa vo graet an disvarn,
Eo a-du gant Nerzhveur, kreñv, pinv’ik ha kadarn,
E komzo ar galon hag ar yalc’h war un dro,
Hag e taolo e zorn galloudus ha faro
War ar baotrez dispar, skedus en he blev aour,
E-giz ma teu gantañ, er pred-meur, « tamm ar c’haour ? »

PENNDRASK
Eo, deus pezh a soñjan ha deus pezh a lavar,
Me ’gred eñ a vo trec’h, devezh ar Gouel, ma kar ;
Hogen, dalc’het eo c’hoazh, ’tre daou benn a vennozh.
E glevout am eus graet, ’kreiz e gousk, ’vit an noz
Oc’h hopal a-bouez-penn : « Nann, ne zimezin ket ! »
Ha kerkent, dre va samm spered zo difrinket,
Ur soñj en deus lakaet va foanioù da skañvaat :
E c’hallfe marteze chom ganin-me dalc’hmat !

HILDEO
Sell ’ta ! Karout a rez anezhañ ?

PENNDRASK
                                                        Ya, siwazh !
Kement ha ma c’hall ur vaouez karout ur gwaz.
Em c’heñver koulskoude n’eo na reizh na tener :
E gomz zo rust, e sell digar, e zorn pounner ;
Hag evit va gervel n’eus nemet ur ger brav :
Penn-du ac’hann, Penn-du ’leshont, Penn-du atav !
Met Nerzhveur a zo kreñv, ha dindan e c’halloud
’Vel ma ’n em blij e skeud ar gwez bras ar gwezvoud,
Ar serc’h a gousk eürus hag a vev dibreder.

HILDEO
Neuze ’ta, te ’vefe disammet ha seder
Ma c’hallfe treiñ eured Nerzhveur war an tu gin ?

PENNDRASK
Ya, gwelet a rafen gant ul lagad lirzhin
E youloù dimeziñ tanfoeltret holl en dour.

HILDEO
Mat, paotrez, ne teus ken ’met lâret da’z kadour,
Pa zistroio d’ar gêr, nec’het ’leizh e groc’hen
Diwar-benn an doare da gutuilh e rozenn,
Ec’h an’vezez un hudour kozh, anvet Hildeo,
Hag a oar difazi kas da vat ar seurt traoù.

PENNDRASK
Lâret e vo dezhañ.

HILDEO
                                  Kaoze fur, hag e vo
Heñtet a-du ganit an eurvad. Kenavo !
Bremañ, ’z an, evel kent, da welet ar c’hadgi ;
Ma teu pare ganin, ’vo ket hep diegi.

Ha kuit dre an nor a-zehoù.