VIII Pennad
NERZHVEUR kouezhet, AN DIAN’VEZ, HOLLVE-LEN
HOLLVELEN
A ! trubard, evel-se ’paeez da zegemer ?
Lammat a ra betek Nerzhveur, hag o vezañ intentet gant e galon.
Yen, marv, diskaret gant ur c’hozh kontammer
Ur c’horf ken kaer, ur c’haour galloudek ’vel hennezh !
AN DIAN’VEZ
Gant e vuhez ’pae din koll va rouantelezh.
HOLLVELEN
Troet eo da spered ? – Daoust hag un dra bennak
A vefe bet etre Nerzhveur ha te ?…
An dian’vez a daol kuit e vantell, e varv hag e vlev, hag a en em ziskouez e stumm ha gwiskamant Karnak.
Karnak !
KARNAK
Lâret ’moa dit, p’edot o klask va luduañ,
Ne vije ket eno va gwele diwezhañ ;
Rak va funienn, skoulmet gant ur c’helt didalvez,
Ne oa gouest ’met a-boan da zerc’hel bugale.
N’oa graet an tan nemet un tamm rouzañ da’m blev
A-benn ma oan distag, ha kuit dre lost ar c’hev
’Lec’h ma’z eus un nor guzh ha stouvet gant radenn.
A-raok m’en doa Hildeo peurc’hraet e dommadenn,
Me oa, goudoret klet a-drek va gwez derv,
O oapaat ar re vleup a youc’he da’m marv.
C’hoarzhet em eus ivez va gwalc’h ’vit an deizioù,
En ur gerzhinenn gozh koachet gant an delioù,
Pa zegasen saezhioù pe vein da gaout Nerzhveur,
O c’houzout e taolfe ’n tamall war e vreudeur.
Lâr bremañ, Hollvelen, p’eo pilet da gaour bras,
Lâr pehini ’c’hanomp eo bet ar gwellañ gwaz.
Hollvelen he deus diskourret ar c’hleze roet dezhi gant Karnak, hag a zalc’h anezhañ en he dorn.
HOLLVELEN
Gwall diskiant eo ret ma vefes, ’benn krediñ
’Zo deut aze ganit un taol kaer a vediñ
Dre ma ’teus kontammet evaj ur c’hadour dall.
Me ’raio dit bremaik kanañ war un ton all.
Ma’z eus armoù ganit, krog enne ; ma n’eus ket,
’Vo kerc’het dit, ha gant ur wreg e vo desket
D’un treitour touraniad ur giz lazhañ kempenn.
KARNAK
Me n’am eus ezhomm arm ebet da ’n em zifenn
Ouzhit ; ha ma ’m bije bet an disterañ c’hoant,
’Vijes aet d’ar bed all pell zo, paotrezig koant.
Bremañ, deus va genoù lez ur ger da sevel ;
Te ’gemenno goude pe bevañ pe mervel
’Vo din d’ober. Te ’oar pegement az karan,
Ha penaos ken lies trubarderezh ma ran,
N’eo ken nemet e sell da blijout d’Hollvelen ;
Te ’wel dre bet garant15 em eus ranket tremen,
Dreist pet garzh emaon deut evit ’n em gaout ganit.
O ! ma lârfes ar ger ’rofe din ar gounid,
Pegen eürus daou zen a rafemp-ni hon daou !
HOLLVELEN
En ur galon trubard n’hall genel nemet gaou ;
Hag an neb ’oar karout un den eeun ’vel hemañ
Biken ouzh ur gaouiad n’hell dont da ’n em dommañ.
KARNAK en un diskouez Nerzhveur
Trec’h en e vev, ha trec’h bepred en e varv !
Koulskoude, m’hen tou dit, n’eo ket ur paotr faro
Gant e zremm dislivet, lagad ebet enni.
HOLLVELEN kounnaret
Re bell em eus lezet ’c’hanout da c’hlaourenniñ.
Hag e sank he c’hleze dezhañ en e greiz.
KARNAK
Ya, re bell amzer ’meus bevet pa ne chom ken
Netra ganin ’met an tu-koll hag an anken ;
Ha, ’vidon da vervel e-kreiz ar yaouankiz,
E tridan ouzh an dorn a rent din va frankiz,
Ha perc’henn an dorn-se ken gwenn a garan c’hoazh.
Hag e varv.
HOLLVELEN
Bevañ ’rae ’vel ur bleiz ; marvet eo ’vel ur gwaz.
Dont a ra da zaoulinañ da gichen korf Nerzhveur.
Dit-te, va c’haour karet, e tistro va mennozh.
En ur sellet diabarzh e gorn evañ.
’Vit ar wech diwezhañ ’fell din evañ fenoz
Er memes korn ganit, pa zo manet ennañ
Kontamm a-walc’h da’m c’has ivez da « Vro an Hañv ».
War an hevelep lestr ganit e vennan mont
Da dremen ar Mor Bras ; kemer a rin dispont
An evaj a zigoro din dor ar bed all,
Ha ne ranki pennad ebet chom da c’hedal.
Pokat a ra dezhañ.
Kenavo da ’n em gaout er Wenva, ’lec’h ma vo
Rentet dit ar gweled ; e-lec’h ma peurbado
Brud vat da galonder, nerzh hag enor da vrec’h,
Staget ur yev ganit war benn korniek an Trec’h ;
’Lec’h ma vefomp, pellaet kleñved, poan hag anken,
War douar ar frouezh aour eürus da virviken !
Evañ ’ra, hag e kouezh marv.