VI Pennad

Rumm
C’hoariva
Yezh
Brezhoneg
Orin
Brest, Moulerezh ru ar C’hastell, 1926
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

AR MEMES RE, HOLLVELEN

HOLLVELEN o tont dre an nor a-zehoù
Un’ bennak zo ganit, Nerzhveur ?

NERZHVEUR
                                                           Un telenner,
Ur C’helt anvet Berrdroad, deus a-bell deredet
Da welet ac’hanon ; hag em eus her pedet
Da chom fenoz ganeomp.

HOLLVELEN
                                              Bez deut mat en hon zi,
Telenner kozh, p’out deut e sell da frealziñ
Gant da sonioù lirzhin kalon ar c’haour gwallet ;
Ra chomo tomm da dreid ouzh maen rouz an oaled
Ha digatar da benn diwar hon chufere,
Ra vo blod dindanout kon-grec’hen14 ar gwele !

AN DIAN’VEZ
Meulet ’voe din, Nerzhveur, braventez, kalonder
Da barez ; ne voe ket lâret din an hanter
Deus an holl veuleudi ’zo dleet d’ur vaouez
Ken reizh he stumm, ken eeun he sell, ken dous he mouezh.
Biskoazh, ’doug ar vuhez ken hir am eus renet,
Ne skedas diragon kement all a c’hened.
’Vit an degemer ouesk ho peus graet din ho taou
Va lezit da ginnig deoc’h an tammigoù traoù
’Meus degaset amañ.

Digoret ar sac’hig, e tenn dioutañ ur c’horn gourejen, kizellet warnañ bravigoù aour hag arc’hant.

                                       Dit, kadour galloudek,
P’eo pellaet diouzhit bremañ ar stourmadeg,
E tle plijout, me ’gred, ur maout a gorn evañ,
Ma c’helli, pa vo leun diragout, adbevañ
Ha lidañ dereat da daolioù kaer gwechall.

Reiñ ’ra ar c’horn da Nerzhveur.

HOLLVELEN
O ! na bravat labour !

NERZHVEUR en un dremen e zaouarn warnañ
                                      Bras eo : moarvat e c’hall
Mont ennañ tri gornad deus muzul ar predoù.

AN DIAN’VEZ
Bet eo d’ur gourejen, roue-meur er c’hoadoù[.]
Pa lazhis anezhañ gant ur speg penn-houarn,
Treuz-didreuzet e benn a-dalek e skouarn.

NERZHVEUR
Ur mestr taol a oa bet an hini ’ziskaras
War an dachenn hemolc’h ur gourejen ken bras.

AN DIAN’VEZ
Taol a-walc’h oa ’nezhañ : meur a hini seurt-se
’Meus graet bremañ zo pell, d’ar c’houlz ma tegase
Gwad tomm ar yaouankiz galloud da’m izili.
Arabat din ankounaat, digarez ’n em veuliñ,
An hini ’deus teurvet war he zreuzioù nevez
Astenn he dornig gwenn d’ar c’hozhiad dizan’vez.

Tennañ ’ra deus ar sac’h ur c’hleze bihan, turgnet brav hag arc’hantet an dornigell anezhañ.

En ur reiñ anezhañ d’Hollvelen

Setu dit, Hollvelen, ur c’hleze dizanav :
Hetiñ ’ran ma vo trec’h bepred, ha n’ehano
Ken ma vo da Glasluc’h ’n em gavet par pe vec’h !

HOLLVELEN
Par da C’hlasluc’h n’eus bet biskoazh, na vo neblec’h ;
Met, tra ma vo miret ouzh va dorn da grenañ,
E valeo Berrdroad war roud e vreur henañ.
Rak da anv dezhañ ’vo lakaet, en eñvor
D’ar c’hadour a ra din plijadur hag enor
Gant ur c’hinnig ken talvoudus.

Hag e skourr ar c’hleze ouzh ur peul en he c’hichen.

NERZHVEUR
                                                      Te ’oar bevañ,
Berrdroad ; met n’heller ket degemer hep evañ
Ur c’horn hag ur c’hleze seurt ma teus deomp roet.
N’out ket dindan toenn Nerzhveur un divroet.
Ur gwir vignon a ran ganit, hag un tañva
A vo ret dit ober, ’raok kuitaat an Donva,
Da gement evaj a zalc’homp, gouest da vezviñ,
Gwin a c’hwezh-vat a lak ar pennoù da virvi,
Hini gwenn hag a domm, hini ruz balzamek ;
Bier fresk ha c’hwerv, dour-mel flour ha tanek.
Pehini ’blijfe dit kemer a-raok da goan ?

AN DIAN’VEZ
Ur c’hornad chufere ne rafe ket a boan.

HOLLVELEN
Diouzhtu ’vo degaset, hervez ma c’houlennit,
An evaj hag ur c’horn, peogwir te zo ganit,
Nerzhveur, an hini kaer ’teus bet digant Berrdroad.

NERZHVEUR
Ya, mall am eus da c’hoût hag eñ ’roio blaz mat.

Hollvelen a dremen e-maez, hag a zistro kerkent div blac’h war he lerc’h o tougen un taol gant daou varc’h koad, ur podad chufere hag ur c’horn gourejen.

Aet an div blac’h kuit, Hollvelen a garg ar c’herniel.

HOLLVELEN
Evit ho taou gant levenez ha gant yec’hed !

AN DIAN’VEZ
Eurvad d’an ostizien a dorr din va sec’hed
Gant an evaj dispar a ro mel ar gwenan ;
Hir vuhez deoc’h ho taou !

Evañ ’ra.

NERZHVEUR
                                               Eurvad dit da-unan,
Kadour kozh, baleer diskuizh, ’vit ma reni
Ur vuhez didrubuilh dindan erc’h ar gozhni !

Evañ ’ra ivez.

Ur blaz deus ar gwellañ zo gant ar c’horn nevez.

AN DIAN’VEZ
Ar chufere zo dreist : met va zelenn ivez,
Degemeret amañ ’n hevelep tro ganin,
He deus ur skodenn da baeañ. Petra ganin
A gement a rafe deoc’h ho taou plijadur ?

NERZHVEUR
Kan, mar gellez ober, krizder an Tonkadur
Pa beg er c’hadour kreñv ha yac’h, ’raok e greisteiz,
Da daol warnañ noz diziwezh an dallentez.

AN DIAN’VEZ
Kanañ ’rin an noz du war da benn astennet,
Nemet e c’hoarzh ennañ bannoù loar ha stered.

Kanañ ’ra en ur son gant an delenn war don Ar bloaz nevez, gant an aotroù d’Herbais Poent eo dit, bloaz kozh milliget.

I
Lavar din, peul an emgannoù,
Tra la la la la la la la la,
Deut an noz war da valvennoù,
Tra la la la la la la la la,
Ha plegañ ’rez d’ar Blanedenn,
Tra la la la la la la,
’Vel d’an avel an halegenn,
Tra la la la la la la la la,

II
Lavar din ha te zo brevet
Gant ar gozhni, gant ar c’hleñved ?
Pa teus yaouankiz ha yec’hed,
Deus pep gwellañ ’maout dinec’het.

III
Lavar din ha te zo difall,
Spered digor, stad dishual ?
Galloud, skiant ha librentez
A ra fae war an dallentez.

IV
Lavar din ha te ’zalc’h eñvor
Da zevezhioù trec’h hag enor ?
En ez kreiz pa ganint seder,
Noz an dall ’vo leun a sklêrder.

V
Lavar din ha te ’gar soñjal,
An huñvre warnout o nijal ?
P’an’vezer ar blijadur-se,
Ne ve ket a geuz d’ar c’hleze.

VI
Lavar din, ’kreiz da boan galet,
Ha te ’gar ha te zo karet ?

Gant muioc’h a nerzh

Mar chom ganit ar garantez,
Emaout perc’henn d’an holl danvez.

NERZHVEUR
Kanet a teus ken c’hwek ha ken brav, ma teuan
Ouzh da selaou d’ankounaat va gwalleur ha va foan.
Kemer ul lonkadenn dour-mel da ziskuizhañ.

HOLLVELEN gant e-un’, en un diskenn d’evañ
Gwasket en deus iskis war ar poz diwezhañ,
En un ober ouzhin ur sell daoulagad du
Souezhus.

A vouezh uhel

                      Da glevout, Berrdroad, zo un didu
D’ar skouarn, d’ar spered, d’ar galon war un dro ;
N’hon eus telenner ’bet ken akuit en hon bro.
Betek an ti-kegin e rankan mont buan
D’ober d’ar « moalezed » dibilhañ war-dro koan.
Prestik e vin distro.

NERZHVEUR
                                   Taol pled mat, Hollvelen,
Ma vo roet d’evañ d’ar c’hoarier telenn
Deus pep evaj gwellañ.

HOLLVELEN
                                          Roet e vo, Nerzhveur.

Hag Hollvelen kuit.


14 « peaux de chiens » e galleg.