V Pennad

Genre
Theatre
Language
Breton
Source
Brest, Moulerezh ru ar C’hastell, 1926
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

NERZHVEUR, AN DIAN’VEZ

NERZHVEUR en ur sachañ e skaon e-un’ diabarzh an ti
Kae du-hont dirak an oaled da ziskuizhañ ;
Arabat da hini ’c’hanomp chom en e za.

AN DIAN’VEZ en un azezañ en tu all d’an oaled, e sa-chig en e gichen
’N em gavet ’on eta dirak ar c’haour dispar,
Ken brudet e anv tro-dro war hon douar !

NERZHVEUR
Ar c’haour, ’vel ma welez, zo bremañ aet da fall,
Ha n’eus ken diragout nemet ur paourkaezh dall.

AN DIAN’VEZ
N’eus forzh : gwelet a ran an daou zorn kreñv-meubet
O deus graet ar c’haerañ taolioù brezel ’zo bet ;
Hag e klevan ar vouezh spouronek ha garv
A rae da vernioù tud tec’hel ’raok ar marv.

NERZHVEUR
Da hini-te ’ziskouez bezañ mouezh ur c’hozhiad.
Ur C’helt a zo a’nout, pe un diavaeziad ?

AN DIAN’VEZ
’N em gavet eo tud vras mibien va bugale,
Ha me torret va c’horf, skuizh keit all o vale ;
Deus meuriad ar Gelted o chom e Nemetos,
En tu-hont d’ar Stêr-Veur, emaon deut a-ratoz,
Daoust ma heulie va zud warnon da chom gante,
Daoust m’emaon dre gozhni hogos ken dall ha te,
’Vit gwelet ’raok mervel ar c’hadour ramzmentet
A savas ken uhel brud vat ouenn ar Gelted.

NERZHVEUR
Te eo ’n hini ’gleven bremaik o son telenn ?

AN DIAN’VEZ
’B’oe m’eo dalc’het ouzhin, daoubleget evel-henn,
Ober va lod labour war an dachenn emgann,
Em eus desket c’hoari telenn ; hag e vragan
’Vel ur barzh baleer, hed-ha-hed an hentoù,
En ur son alies, ’n ur ganañ a-wechoù.
Dre va c’han em eus bet digant ur pesketaer
Un tremen berr hag aes war dourioù don ar stêr ;
Anez, e vije bet ret din klask ur gwall dro,
Ha marteze ’raok da welet ’vijen marv.
Trugarekaat a ran eta va samm telenn
P’he deus gounezet din ken talvoudus tremen.

NERZHVEUR
Penaos ’out bet hentet da zont betek amañ ?

AN DIAN’VEZ
Brudet-bras eo al lec’h m’emaout o chom ennañ ;
Kerkent ’meus goulennet digant ar pesketaer,
En deus diskouezet din gant e zorn ar reter ;
« War an tu-se, ’mezañ, gant heul lez ar C’hoad-Meur
En em gavi prestik en Donva, bro Nerzhveur. »

NERZHVEUR
Sebezus eo ’maon anavezet gant an den-se.

AN DIAN’VEZ
Goût a ouie zoken eo Glasluc’h da gleze,
Hag e teus ur wreg koant, Hollvelen he anv.

NERZHVEUR
Foeltr biken n’em bije kredet, war va meno,
’Vije ’r vrud ac’hanomp aet keit-se deus ar gêr.

AN DIAN’VEZ
Bezañ meulet ha brudet pell zo un dra gaer,
Nerzhveur, d’an hini ’zo nevez krog er vuhez,
Echuet e zevezh gantañ deus ar beure ;
Ha te, daoust m’eo kollet ganit ar sklêrijenn,
Te ’teus graet ul labour padus da virviken.

NERZHVEUR
Pe anv ’reer ouzhit, kozhiad ken helavar ?

AN DIAN’VEZ
                                                                        Berrdroad.

NERZHVEUR
Da gomzoù mel a daol war va glac’har
Distan ul louzoù fresk lakaet war ur gouli.
Mar kerez, e chomi fenoz, hag e weli
Ha re veulet eo bet dit va gwreg Hollvelen.

AN DIAN’VEZ
Hag e chomin a-walc’h ; ur sonadeg telenn
A baeo gwellañ ma c’hellin an degemer.