III Pennad

Rumm
C’hoariva
Yezh
Brezhoneg
Orin
Brest, Moulerezh ru ar C’hastell, 1926
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

HOLLVELEN, NERZHVEUR

HOLLVELEN
Dismegañs zo graet dit, Nerzhveur ; hogen me ’dou
Ne zebro ket Talaour nemeur a vorzhadoù.
Ma ne sav gwaz ebet d’e ziskar, me ’savo,
Nag e ve d’ar vuhez ret lâret kenavo !

NERZHVEUR
Ha me n’intentan ket ’vefe risklet buhez
Va brezelourez koant ’vit ur vorzhad tourc’h gouez.
N’intentan ket ivez bezañ dleour d’ur wreg
’Viti da vezañ dreist ar re all flour ha c’hwek,
Eviti da splannat dreist an holl briedoù,
Da zont da sevel din enor va banvedoù.
Amzer a-walc’h am bo, ’doug va beurbadelezh,
Da ziskouez, dirak Konan Velen hag e lez,
Pe Talaour pe Nerzhveur ’vo bet hag a vo c’hoazh
Ar gwellañ da vediñ toc’had ar c’hleze noazh.

HOLLVELEN
’Vel ma kiri Nerzhveur : pa gomzi, me ’gerzho ;
Pa vo gwelloc’h ganit gortoz, me ’c’hortozo.
D’enor ha va hini, d’eurvad ha va buhez,
Klenket er memes arc’h gant ar memes alc’hwez,
Fiziañs deus o golo, karantez dindane,
Nemet war da lavar ne deufont ac’hane.
Bremañ ’z an da fichañ koan ; ne vin ket a-bell.
Aze ’vi brav ’kichen an nor, war da skabell,
Tommder vat ar C’huzh-Heol o tont da’z saludiñ.

Ur pok dezhañ p’emañ azezet, ha kuit war an tu diabarzh.