II Pennad

Rumm
C’hoariva
Yezh
Brezhoneg
Orin
Brest, Moulerezh ru ar C’hastell, 1926
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

AR MEMES RE, NERZHVEUR, KREÑVBOST

NERZHVEUR droug ennañ
’Vit c’hoazh n’em boa ket bet da c’houzañv kement all
A zismegañs ab’oe m’emaon ’n em gavet dall.

HOLLVELEN
Bet ’out gant un’ bennak disprizet pe goapaet ?

NERZHVEUR
Dindan treid, ’vel un denig netra, ’maon lakaet,
Aet ’maez a goun an taolioù kaer graet gant va dorn,
An Trec’h ken lies all galvet gant va c’hadgorn ;
Da heul va c’harr brezel ar spouron o redek,
Pennfollet gant an drouz kadourien ha kezeg ;
Va nerzh-emgann dispar o c’hounit d’ar Gelted
Chatal, pinvidigezh, enor hag eürusted ;
An holl draoù-se n’int ken na dellidus na mat
A’boe m’on ehanet da zougen daoulagad.

GARWENN
Daoust petra ’deus kredet ober dit ken direizh,
Nerzhveur ?

NERZHVEUR
                        Gwashoc’h ’vit skeiñ ur c’hleze dre va c’hreiz
A zo graet o tilam diganin « tamm ar c’haour ».

HOLLVELEN
Ha gwir ?

GARWENN
                    Ha da biv eo bet roet ?

NERZHVEUR
                                                              Da Dalaour
Ar c’hadour yaouank-flamm bet ganin-me desket
War an holl c’hoarioù brezel, met n’en deus ket
Prientet d’ar guped12 an ugentvet lodenn
Deus ar c’horfoù ’meus-me kinniget d’o bouedenn.
Savet zo droug ennon pa ’meus klevet e vouezh[,]
Ur vouezhig fall n’ez eus enni na nerzh na pouez,
O c’houlenn, truezus evel un naoneg paour,
Ma lârje ar roue reiñ dezhañ « tamm ar c’haour ».
« Me ’fell din, em’on-me, ’vefe pep den gopraet
Hervez talvoudegezh al labour en deus graet. »
« Ar pezh ’zo bet zo bet, ha na zistroio ken,
eme Talaour ; un dall na reno birviken
Saezh fraoñvus ar marv diwar e garr emgann.
Te ’zouge betek-henn, Nerzhveur, pezh a zougan :
Goaf an taolioù pounner, kleze meur ar gounid.
Met o chom war da skaon eo tec’het diganit
Ar gwir d’astenn da zorn war vorzhad an tourc’h gouez.
Bremañ, ma lâran gaou, dislâr ’c’hanon, roue ».

KREÑVBOST
O klevout kement-se, ’meus eilgeriet diouzhtu :
« Ne gredi ket, roue, mont en hevelep tu
Gant ul leue ken yaouank13 enep an tarv bras ;
Diwall da zisprizout ar c’haour a zigoras
D’hon meuriad dinerzhet hent gwadek an Donva,
An hini ’neus pleget dindanomp da vevañ
Ar pobladoù ken gwevn skignet dre Vro Arvor,
Doñvet gantañ hini hag hini ; dalc’h eñvor
N’eo ’n em gavet zoken dall ar mager brini
’Met dre drubarderezh ha diwar gasoni
Sachet gantañ o stourm war an dachenn vrezel.
Biskoazh den na roas d’e vro ken start skoazell,
Biskoazh da zen n’eo bet ken dleet tamm ar c’haour. »

HOLLVELEN
Hag an tamm zo, ’velkent, bet roet da Dalaour ?

NERZHVEUR
Etre ’n heol o sevel hag an heol aet da guzh
Dibab ar roue-meur n’eo ket bet diegus :
« D’an hini zo, ’mezañ, daoulagad en e benn
E roan ar vorzhad, gant ma ouio difenn
Ha mirout ouzh den all d’he zennañ digantañ. »
« Degouezhet eo ganin evit ar wech kentañ,
’Me Talaour ’n ul lakaat e gleze war an daol[,]
Hag an neb a garfe degemer ur gwall daol
N’eus ken nemet astenn e bav betek amañ. »
« Me zo tremenet din, em’on-me, ’vit bremañ
Naon morzhad ha naon all ; met, pa deuio da dro,
Talaour, da ’n em gontañ ganin du-hont, er Vro
’Lec’h ma tigor da vat daoulagad ar re dall,
Ne vo ket evel-henn, m’hen tou dit ; da c’hedal,
P’emaon lakaet amañ disteroc’h ’vit ul leue
E kimiadan ouzhoc’h, predourien ha roue. »
Ha kerkent emaomp deut, Kreñvbost ha me, d’ar gêr,
’Vite da heul warnomp dre zouster ha dre gaer.

HOLLVELEN
Mat ho peus graet ; amañ ’z eer d’aozañ deoc’h ho koan,
N’ho po diwar-benn ar pred-meur na keuz na poan.

KREÑVBOST
Trugarez deoc’h ho taou : p’eo graet va c’hevridi,
Eo din muioc’h a-du mont d’ar gêr da brediñ.

Ha kuit.

GARWENN
Me ’meus ezhomm ivez da gempenn kalz a draoù
A-barzh ma vo serr-noz. Eürusted deoc’h ho taou !

Ha kuit ivez.


12 burtul
13 Les Celtes appelaient l’adolescent un veau, l’homme fait un taureau. [T. Le G.]