IV Pennad
NERZHVEUR, KARNAK, hag o tispak eus dindan ar c’hoad HOLLVELEN, GARWENN, PENNDRASK, RU-TAN, SKOAZHEG, KREÑVBOST
KARNAK o tistreiñ gant e wareg stennet, a wel e c’hoar o tispak da gentañ
A ! trubardez ar foeltr, va c’hoar eo ’n hini ’ro
Hentamant ha skoazell d’enebourien hon bro ?
Kae dizale da glask digant hon doueed
Ar gopr a zo ganit ken leal gounezet.
Hag e tenn.
PENNDRASK en ur gouezhañ d’an douar, tizhet en he c’hreiz gant bir he breur
’Mañ va marv ganin, ’met e varvan seder
Pa ’meus troet diwar Nerzhveur taol ar meder7.
Hag e varv ouzh treid Nerzhveur.
NERZHVEUR
Trugarez dit, ha meuleudi war da anv !
Bleunioù koant an eñvor ’vidout a ziwano,
Merc’h yaouank Touraniz : rak goût ’ouzon bremañ
Ouzh piv ’n hini oa deut da galon da dommañ.
KARNAK en ur sevel adarre e wareg troet war-zu Nerzhveur
Da hini-te, marc’h dall, na dommo ken nemeur :
Lâret ’c’hall Hollvelen kenavo da Nerzhveur.
Met, a-raok tennañ, emañ kroget, paket, liammet gant ar pemp Kelt, Hollvelen o sachañ e wareg digantañ.
HOLLVELEN o vont d’e skeiñ gant he c’hleze
Te ’lâro da gentañ kenavo d’ar vuhez,
Teuz an oberoù noz, bourrevier didruez !
GARWENN en ur gregiñ en he brec’h
Nann, Hollvelen, n’ez ket da lazhañ ’nezhañ c’hoazh :
N’eo ket dleet d’hennezh mervel evel ur gwaz.
Greomp deus ma venno Nerzhveur.
HOLLVELEN
Gwir a lêrez.
O tistreiñ gant Garwenn war-zu Nerzhveur, e lamm da bokat dezhañ ; an tri waz a chom da ziwall Karnak.
Ha te, va mignon holl-garet, penaos a rez ?
Ganti e-un’
O ! divaloat tud ! gwadañ ’nezhañ ’deus graet ;
Met arabat ’ouefe an dizremm m’eo lakaet.
NERZHVEUR
Brav-tre emaon, ken brav ma soñjan huñvreal.
Trugarez dit, ha da Benndrask, ha d’ar re all !
Met n’ouzon ket, siwazh ! piv da drugarekaat.
HOLLVELEN
Biken, ’nez da Benndrask, n’hon bije gallet ka’t
An dachenn pellguzhet ’oas degaset enni.
A ! setu an daou all o tont gant an hini
’Oa tec’het dindan goad.