VI Pennad

Rumm
C’hoariva
Yezh
Brezhoneg
Orin
Brest, Moulerezh ru ar C’hastell, 1926
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

HOLLVELEN, GARWENN, KARNAK, AR RE ALL KUZHET

KARNAK o tispak a-daol eus drek ar gwez
Sentus ouzh galvadenn paotrez koant ar Gelted,
Setu dirak he dremm an Duard berr-mentet,
Disprizet deus a dost ha goapaet deus a-bell,
An tamm roue dizarm, diarc’hen, diskabell,
Ha n’eo ken mestr nemet war an deñvalijenn.
’Velkent e valein lorc’hus en ho kichen
Da ziskouez deoc’h ho tiv, ma peus c’hoant d’o gwelet,
An holl c’hoadoù [don]4 lezet ganin bete-bremañ.
Nerzhveur na gredan ket e vefe droug ennañ
Diwar-benn ma teufer ganin d’ober un dro :
Rak ne dle ket e garantez bezañ berv.

HOLLVELEN
Daoust ha te ’oar, marmouz, penaos e kar hennezh ?

KARNAK
Ya : rak bremaik, goude ne oan ket war evezh,
’Klevis ’trezek amañ o sevel ur vouezh kreñv ;
Ha me da zeredek ha da guzhat a-dreñv
Ar gwez derv tostañ d’ar feunteun ; ha neuze
Em eus gwelet Nerzhveur, ’n e sav war ar maen-se,
Hag a hope war-bouez e benn : Nann, feunteun gozh,
N’em eus, daoust d’an hudour, kredenn ebet d’ar gaoz
’Zo bet graet diwarnout gant ar bobl touraniad.
Ne ran forzh, kennebeut, pe vo gwir pe gaouiad
Ar seblantoù ’lârer ’ve gwelet en ez tour ;
Ar seurt c’hoarioù-se n’int ket deus ur c’hadour.
Va soñj zo graet ; va fenn az aio sec’h d’ar gêr :
Dimeziñ ’vit ur bloaz ganin pe klask un all !
Ma deve c’hoant da stourm pe d’ober he fenn fall,
Kenkoulz merc’hed hag hi ’gavin c’hoazh da brenañ.
E-lec’h chom d’he gortoz, skampomp ac’hann bremañ ! »
Hag eo tec’het d’ar red gant ar c’harant5 gozh-hont.

HOLLVELEN
Da gaozioù ken dibenn ne brizin ket respont :
Rak en ez taoulagad leun a drubarderezh
E lugern evel gaou kement ger a lêrez.

GARWENN
Ha mard eo Nerzhveur aet ken buan all en-dro,
Perak deus ar feunteun betek ar gwez derv
E weler ken mac’het, ken turiet an douar ?

KARNAK en un diroll da c’hoarzhin
A ! a ! a ! a ! a ! fall ez an war va divhar
Kement a c’hoant c’hoarzhin ma tegasez ennon !
Un tamm krog a zo bet aze war al leton
Etre va arzh ha me, p’eo deut er beure-mañ,
Evel ma teu bemdez, d’ar feunteun gozh d’evañ.
O vezañ ma stourme da zistreiñ war e giz
D’ar c’hoad, em eus stardet e c’hoûg ’tre va dek biz,
Roet un tammig lamm dezhañ, hag e staget
Du-hont ouzh ur wezenn, ken na vo peurbleget
Ha tremenet dezhañ e bennadoù breskenn.
Ni eo hon eus pladet ar geot ’vit ar mintin ;
Met n’hallan ket mirout da gemer fent ha farz
Pa glevan ar fazi ’tre Nerzhveur hag un arzh.

Hag e c’hoarzh adarre.

HOLLVELEN
Un arzhig gwall dister a rank hennezh bezañ
Mar gall ur c’horr ’veldout dont a-benn anezhañ.

KARNAK
Meur a zen bras ’vije gantañ mouget buan.
Met te, heñvel, na brizez ket an dud vihan,
Nag an dremmoù disliv nag an daoulagad du.

HOLLVELEN
Me ’gar war an dremmoù daou liv sklêr : gwenn ha ruz.
Me ’gar en daoulagad liv huñvreüs an neñv ;
Hag ar gwaz a blij din, mentet uhel ha kreñv,
A zo gwirion e gomz ha digor e galon.

KARNAK
N’out ket fur ma kavez kalonek ha gwirion
Ar c’hadour a lak tud war e lerc’h da zonet
Hag a dec’h digante ’vel ur c’had spouronet.
N’eo ket un Duardig a rafe kement all ;
Nann, n’eo ket me ’lezfe ken brav plac’h da c’hedal
Pet loariad e karfen chom euredet ganti.
Ahont, dindan ar c’hoad uhel, me ’meus un ti
Toullet don en douar, bolzet gant mein ledan,
Ha bet ennañ berniet gant rouanez touran,
Va zud kozh, ab’oe ne oar den pegeit amzer,
Krec’hen, armoù, podoù, benvioù diniver,
Pinvidigezhioù seurt n’a teus gwelet biskoazh.
Ma kerez, Hollvelen, kemer ’c’hanon da waz,
An holl draoù-se ’vo dit da virviken, ha me,
’Vel ur beleg war ged noz-deiz ’tal e zoue,
Evit lakaat ’c’hanout eürusañ ma c’hellin,
Me da garo ’doug ar vuhez war va daoulin.

Klevout a reer ur roc’hadenn hir, ’vel mouget.

GARWENN
Nerzhveur ! touiñ ’rafen eo Nerzhveur a glevan !

HOLLVELEN
Sodiñ ’rez ?

KARNAK
                        ’Rabat deoc’h, paotrezed, ober van :
An arzh, skuizh ouzh ar stag, a glevit o krozal.
Met Garwenn a gemer ’nezhañ ’vit hennezh all
A dle bezañ gwall bell ab’oe ’n amzer ma red.
Nann, ni n’omp ket ken disprizus ouzh ar merc’hed,
An Duarded ’c’hanomp : tan hon daoulagad du
A zalc’h en hon c’halon, divoug ha diludu,
Ur garantez na varv nemet pa varv an den.
A ! ma karjes fiout ennañ da blanedenn,
Te ’dañvafe, merc’h ar Gelted, er c’hoadoù bras,
Ur vuhez gaer seurt na wel ket lagadoù glas.
Deus ganin, hag e vo dudius da zoare :
Va spered war evezh a gavo bep beure
Da ziduiñ ’c’hanout ur blijadur nevez.
D’an hañv, pa vo rouzet gant an heol ar menez,
Hag an dud er blaenenn faezhet gant an dommder,
Ar C’hoad-Meur a ginnigo deomp en e zonder
Disheol, aezhennoù glan, dourioù leun a besked,
Ha renadur al lestr ’vo dit buan desket.
Ha d’ar goañv, pa vo skorn hag erc’h war an douar,
An amzer ’vo deomp-ni bepred tomm pe glouar
En hon c’hev burzhudus, war grec’hen al loened.
Deus ganin, ma welo ’n hini ’neus da brenet
Pegen diot eo bet o oapaat Hollvelen.

Ur roc’hadenn all hiroc’h ha muioc’h goloet.

GARWENN
Mouezh Nerzhveur, ’lâran dit, ’touez mil ec’h an’vefen ;

HOLLVELEN
N’on ket evit krediñ…

KARNAK en un hopal
Deus ’ta ! c’hoazh un taol boud,
Arzhig, evit un c’haour e kemerer ’c’hanout !

Ur roc’hadenn hiroc’h c’hoazh, mouget muioc’h-mui.

Un arzh sentus, deus ma klevit, eo va hini ;
Hogen, ma c’hoantait kaout gwelloc’h testeni,
Deuit tre ’barzh ar c’hoad, hag e welfet ho tiv
Mard eo Nerzhveur hag eñ ar memes doare liv.

HOLLVELEN
Arzh a-walc’h ’meus gwelet ha klevet evel-se :
N’em bije ket soñjet ’c’hallfe bezañ morse
Ur marmouz, ha n’eus ket anezhañ un dornad,
Hag a gredfe sevel ouzhin e zaoulagad.
Dalc’h da goad ha da noz, da stêrioù, da doulloù,
Kae da ziwall arzhed ha da veskañ poulloù.
Ni ’z-a gant doueed ar Vuhez hag an Hañv
Da glask an heol ’lec’h ma teu da sklêrijennañ.

GARWENN e skouarn Hollvelen
Marteze ’rajemp mat, ’velkent, mont er C’hoad-Meur :
Me ’zalc’h start d’ar gredenn hon eus klevet Nerzhveur.

HOLLVELEN e skouarn Garwenn
Ha nag e vefe gwir, evel ne soñjan ket,
E c’hallje bezañ bet Nerzhveur gante paket,
Neuze ’vefe, kredabl, gwazed ouzh e ziwall ;
Ne c’hounezfemp nemet lakaat pakañ div all.
Deomp d’ar gêr ; mard eo bet an traoù ’vel ma lêrez,
Hemañ, m’hen tou, ’baeo ker e drubarderezh.

Ha kuit o div dre lec’h m’int deut.


4 Un troad bennak a re, moarvat.
5 an hent