Gwrac’h an aodoù
- Kilhog Sant Per
- ar Groazig vruzunet
- un Dreuflezenn da Baol gornek
- Teir oferenn Nedeleg
- Kofesion ar c’hlasker kozh
- Huñvre aotroù person Plogoñv
- Noz-veilh an Anaon
- ar C’hleier o tistreiñ eus a Rom
- Gwrac’h an aodoù
- Erminig ar roue Konan
- Penaos e teuas ur gêriadenn da vezañ ul lanneg
- Daeroù ur vamm
- Oan ar Mabig Jezuz
- ar Roc’h leñverezh
- Park ar burzhud
- ar C’hornandoned diwezhañ
Piv n’en deus klevet anv eus an amzer drubuilhus-se anvet : ar Spont bras ? Edo an Dispac’h o ren en e washañ ; paotred ar freuz en em sile dre-holl, en tiez, war an dachennoù, o selaou lavaroù an dud.
Kement hini a vije kavet o trouk-prezeg pe eus ar Republik pe eus he mistri, hennezh a vije kaset d’ar c’hilhotin er peder eur warn ugent.
An noblañs hag ar veleien eo ar re a c’houzañvas ar muiañ d’ar poent-se : an noblañs, rak ma talc’hent mat da gador ar roue ; ar veleien, rak ne fellas ket dezho distagañ diouzh Rom evit sentiñ ouzh lezennoù ur gouarnamant difeiz ha dizoue. O c’hlask a raed, evel ma klasker al loened kriz, evit o lazhañ.
Ivona a Vodenil a yoa ur Vretonez kalonek, lesanvet Gwrac’h an aodoù. Bet oa an dispac’herien e maner Penneril o lazhañ he zud hag oc’h enaouiñ an tan-gwall, evit ne chomje netra eno da zegas eñvor eus an noblañs kozh.
Bet ’oant ivez war roudoù Ivona, meur a wech zoken ; hogen, dont a rae atav a-benn da dec’het razo ha da c’hellout kuzhat a-zoare. Gwir eo ez oa un niver bras a goueriaded, fermourien kozh d’he zud, hag a yoa un dudi evito reiñ harp d’o dimezell yaouank.
Pa gleve Ivona e veze bet lazhet unan eus muntrerien he zud ha tud ar vro, an emzivadez a lakae ur merk war unan eus ar seizh bez savet war c’horre relegoù an dudjentil, bet douaret gant bennozh ar beleg galvet ganti evit kement-se.
« Pa vezo ur merk war bep maen, pa vezo bet roet d’al lealded ar pezh a zo dleet dezhi, pa vezo bet peurzic’haouet an droug, emezi, me a reno adarre buhez ar merc’hed all, me a ehano da redek. »
Chom a rae c’hoazh koulskoude ur maen da verkañ.
Ar plac’h reuzeudik a dremene an devezh penn-da-benn en aodoù, ha war ar pardaez e teue d’ar maner da dremen an noz en un dourell hanter ziskaret.
En hent a rae bemdez e kave unan eus ar c’hroazioù-se bet savet gwechall gant misionerien gozh Breizh-Izel. Siwazh ! torret ha bruzunet e oant bet gozik-holl gant paotred diskiantet an Dispac’h.
Meur a wech e oa bet Ivona hag he mamm o taoulinañ dirak ar groaz vaen-se, pa c’helled kerzhet hep riskl da vezañ taget gant chas klañv ar c’hiz nevez.
Kouezhañ a reas d’an daoulin pa ’n em gavas eno, hag e pedas evel-henn :
– Hon Tad a zo en neñv – n’em eus nemedoc’h evit skoazell hiviziken – ra vo meulet hoc’h anv ; ra zeuio deomp ho rouantelezh ; ra vo graet hervez ho krad war an douar evel en neñv !
Amañ ec’h huanadas gant kalz a ranngalon.
– Roit deomp hiriv hor bara pemdeziek ; ankounac’hait hor mankoù, evel mac’h ank...
Sevel a eure en he sav prim evel un tenn.
– Nann, nann, emezi a vouezh uhel, me n’ankounac’haan ket, ne fell ket din mont betek penn gant ar bedenn-se.
Hag e pellaas, pres warni, en ul lavaret c’hoazh : « Nann, nann, truez ebet ouzh ar vuntrerien ! bec’h dezho ! »
He daoulagad a lugerne en he fenn evel an dir war un dachenn a vrezel.
Graet he devoa, ar plac’h kaezh, meur a gammed pa welas ur beleg kozh o tont etrezek enni. Anaout a reas diouzhtu aotroù person Lokoal.
– Deiz mat deoc’h, va merc’h, eme ar beleg, penaos e teuit-hu a-benn da c’houzañv ur vuhez ken kalet ? Seblantout a rit bezañ yac’h, a-drugarez Doue.
Ivona a ruzias ; mouezh ankeniet ar beleg a seblante dezhi bezañ ur rebech, hag e chaokas un nebeudig komzoù da respont.
– Pegoulz eta, va merc’h, eme ar person adarre gant ur vouezh rust, pegoulz e kavin-me ennoc’h ar baotrezig vadelezhus ez oac’h gwechall ?
– Morse, kredapl eo, va zad, morse ! rak gwechall a zo tremenet ; ne vevan mui nemet evit ober dezho paeañ !
Chom a rejont ur pennad dilavar, hag ar beleg a gomzas :
– Taolit evezh, merc’hig vihan, en deus Jezuz graet trugarez d’ar re hel lakae d’ar marv !
– Lazhet o deus din va zad ha va mamm...
– Ar Werc’hez Vari he deus pedet evit enebourien he mab.
– N’eo ket bet a-walc’h dezho ; lazhet o deus ivez va breudeur ha va c’hoarezed ! C’hwec’h e oant, her gouzout a rit, va zad, c’hwec’h bugel divlam...
– Mari n’he devoa nemet ur Mab hepken ! Hag ar Mab-se a yoa Doue !
– Selaouit, emezi, hag e save he mouezh, lakaet o deus an tan e Penneril, maner kozh va zadoù ; emzivadez ’on bremañ, hep m’am befe na ti nag aoz ; n’hellan ket ankounac’haat.
Ar beleg kozh a yoa mantret.
– Ivona, emezañ, dalc’hit soñj mat he deus ar Werc’hez Vari kemeret ac’hanomp evit he bugale, ni tud kablus hag a stagas he Mab ouzh ar groaz. Pedit anezhi, pedit ’ta !...
– N’em eus ket gallet hen ober bremaik ; nann, ne c’hellan mui pediñ.
Ur paotrig a zek vloaz pe war-dro a deue d’an daoulamm oc’h hopal eus e holl nerzh :
– Deuit buan, aotroù person, unan eus du-mañ a zo gloazet, emañ o c’houlenn ac’hanoc’h a-raok mervel.
– Mont a ran diouzhtu, eme ar beleg o treiñ ouzh ar bugel ; hag endra ma pellae e sellas ouzh Ivona evit lavaret dezhi « Pedit ha pardonit ! »
An dimezell a Vodenil a yeas buan d’al lec’h m’oa beziet he zud.
– Unan a zo c’hoazh ha n’eus ket paeet eviti, emezi.
Bez ez oa bez ur bugel a zaou vloaz, ur plac’hig koant evel un ael. A c’horre an neñvoù e seblante mousc’hoarzhin ouzh he c’hoar vras ha lavaret dezhi gant ur vouezh dudius : « Perak kailharañ va anv gant ar gwad hag ar c’hastiz ? »
Hogen, kalon Gwrac’h an aodoù a yoa re galetet evit bezañ teneraet ; mont a reas eus al lec’h teñval-se, sanket donoc’h en he fenn ar c’hoant da gastizañ ar vuntrerien, hag ez eas da dour kozh Penneril evit diskuizhañ un tammig.
Damdost di ez oa ur pennti dilezet ; eno eo e kavomp anezhi un nebeud devezhioù a-c’houdevezh gwisket evel ur Vretonez diwar ar maez hag o labourat taer da zresañ dilhad ur Chouan.
Ur trouz digustum a reas dezhi sevel he fenn ; skrijañ a reas o welet un den, dremm fall dezhañ, kalabousenn ruz war e benn, o vont hag o tont en-dro d’an ti, pe gentoc’h, d’al lec’h a servije dezhi da lojeiz.
Tomm e oa an amzer, sklêr an heol, hag an den-se a grene evelato !...
Setu eñ o poulzañ an nor, hag e-barzh :
– Saveteit ac’hanon, emezañ, kuzhit ac’hanon !...
O klevet kement-se, Ivona a savas sonn war he divesker ; hag eñ a lavaras adarre :
– Ar Re Wenn a zo war va lerc’h. Aze emaint... Erru ’int... Emaint o klask va buhez. Kasoni o deus ouzhin, rak, emezañ, evel unan hag a goll e skiant vat, anaout mat a reont ac’hanon ; me a zo unan eus ar re o deus lakaet an tan er maner-se ha lazhet ar vamm hag he bugale.
Ivona a yeas war an a-dreñv, spontet-holl, sklaset evel ar maen-marbr ; hag o vezañ kemeret un tamm hardizhiegezh e lavaras :
– C’hwi neuze a zo unan eus muntrerien va zad ! Hag eo ganin-me, merc’h an itron a Vodenil, eo e teuit-c’hwi da c’houlenn bezañ miret diouzh kounnar va mignoned ? Nann, nann ! er-maez, ha buan ! pa lavaran deoc’h !
An den a gouezhas d’an daoulin : Truez ! truez ! emezañ.
– Truez ! Va breudeur ha va c’hoarezed ivez a c’houlenne truez diganeoc’h, ha ne oent ket selaouet. C’hoazh ur wech, er-maez !
– Erru ’int... emaint aze... a lavaras c’hoazh ar muntrer o vont a-ruzoù betek treid an dimezell a Vodenil.
Houmañ, o klevet youc’hadennoù skiltrus ar Re Wenn, a daolas ur sell war ar groaz a yoa eno war vantell ar siminal, evel a zo e pep ti breizhad. Bannoù an heol a gouezhe dres war memproù benniget hor Salver Jezuz-Krist ; dont a rae eus e zaouarn hag eus e dreid evel luc’hedennoù a drugarez hag a vadelezh.
En hevelep amzer, Ivona a santas he c’halon o teviñ gant ur garantez vras evit Doue, hag e stagas he selloù ouzh ar groaz ; deuet ’oant da vezañ leun a zaeroù.
Ar Vretoned koulskoude a dostae atav.
– Truez ! Truez ! eme an dispac’her dare da vervel gant ar spont.
An Aotroù Doue pe e ael a zegasas neuze dezhi ur mennozh eus an neñv. Kemeret a reas ar gwiskamant chouan edo o paouez dresañ hag her c’hinnigas d’an hini glas, o lavaret :
– Delit, kemerit ha gwiskit an dilhad-se ; lakit ivez ar mouchouer-mañ en-dro d’ho penn ha gourvezit war ar gwele-se oc’h ober neuz da gousket... N’ho pezet nep aon, n’ho tiskuilhin ket !
Goude e serras ar ridoch, hag o vezañ kemeret he c’hegel ec’h en em roas da nezañ. Tremen poent e oa ; a-vec’h m’he doa kroget en he inkin, ma teuas ar Re Wenn en ti.
– Digarezit ac’hanomp ma teuomp evel-se en ho ti, emezo da Ivona ; ni a zo war-lerc’h unan eus an amprevaned lous ha digalon-se a ra kement a reuz e Breizh... N’hoc’h eus ket e welet ?... Ho tigarez c’hoazh, c’hwi eo an dimezell a Vodenil ?
Unan anezhe a yeas d’ar gwele hag a zigoras ar ridoch :
– Unan ac’hanomp eo, emezañ, o welet e zilhad.
– Komzit goustad, eme Ivona ; kousket eo, diwallit d’e zihunañ.
Hag ar Re Wenn a yeas er-maez. P’oant aet pell a-walc’h, ar plac’h yaouank kalonek a lavaras d’an tec’her :
– Savit hag it gant hoc’h hent, n’eus mui riskl ebet evidoc’h.
An dispac’her a yoa teneraet e galon hag a falvezas dezhañ trugarekaat e vadoberourez. Kouezhet e oa d’an daoulin.
– Savit, emezi gant ur vouezh un tammig rust. Graet em eus va dlead. Evidoc’h-hu, distroit da gaout ho tud ; lavaret a reot d’ho pugale penaos e oar ar Gristenien bezañ madelezhus e-keñver ar re o deus graet droug dezho.
Hag e tiskouezas an nor dezhañ gant he biz. Mont a reas er-maez.
O tennañ neuze un huanadenn hir, an emzivadez a zaoulinas, he divrec’h e kroaz dirak ar grusifi ; ha neuze hep diaesamant, o pouezañ pep ger, ez eas betek penn gant pedenn hor Salver !...
He dremm a yoa sklêrijennet ha sederaet gant ur peoc’h dudius. Santout a reas he c’halon beuzet en ur mor a levenez. O vezañ savet en he sav, ez eas d’an armel gozh, e lec’h ma kemeras ur gizell ; hag hi d’ar vered.
Hogen, e lec’h merkañ sin ar veñjañs war bez he c’hoar vihanañ, Ivona a skrivas ar ger salver : Trugarez !
D’an ampoent edo person Lokoal o tegouezhout.
– Gellout a rit bremañ reiñ din ho pennozh, a lavaras ar plac’h yaouank dezhañ gant un dremm skedus evel hini ur santez. Aet ’on betek penn gant va fater... Pardonet em eus ! PARDONIÑ A RAN...
Doue ne lez ket e vadelezh da vezañ trec’het gant hini an dud. Doue a reas ma oe degemeret Ivona e maner an itron a Revel. Kaout a reas enni un eil vamm, hag en he mab ur pried hag un difennour en em roet dezhi a-bezh.