En anv an Tad,
                      Hag ar Mab,
                                            Hag ar Spered-Santel.
                                  Ra vo evel-se !

                      •

war an ton kembraek : Ar hyd y nos

Pa zeraou an heol da sevel,
     – War an daoulin !
Brasat levenez ’n em deurel
     War an daoulin !
Dirak ar gouloù deut arre,
Nag ur blijadur dispar eo
Pediñ e douster ar beure
     War an daoulin !

Kloc’h an Añjeluz a son[a] :
     – War an daoulin !
Ar beleg a oferenn[a] :
     War an daoulin !
Pep unan o vont d’e labour
Gounideg, moraer, micherour,
Holl ar Grouañs ’veul he C’hroueour
     War an daoulin !

Ar barzh, e beure e vuhez,
     – War an daoulin !
En deus vennet stouiñ ivez
     War an daoulin !
O Jezuz, selaouit dioutañ1,
Digorit frank dor Ho Kalon
Da bedenn baour ar barzh breton
     War an daoulin !


1 W dohtoñ