Voici mon front qui ne sait que rougir.
          Pour l’escabeau de vos pieds adorables,
          Voici mon front qui ne sait que rougir.
                              (P. Verlaine, Sagesse)

Mezh ha glac’har ! Pec’het em eus…
A ma c’halon, bountet em eus er-maez
An Doue a vadelezh a oa a-barzh.
Chouket ’n e lec’h bremañ, an diaoul a c’hoarzh…

O braouac’husañ tra a c’hell degouezh dindan an heol :
Bout dalc’h e krabanoù an diaoul47 !

***

Ho pet truez diouzhin, O Doue madelezhus.
Hervez tenerded Ho kalon doueel,
Hag hervez meurniverioù Ho trugarezioù peurbadel
Gwalc’hit me, glan[a]it me a ma fec’hed euzhus.
Rak ma fec’hed a zebr ma spered hep arsav :
Diskennet ’on e sol ma zruegezh, ha m’he anav :
’Enep Deoc’h-C’hwi pec’het em eus dre fallantez,
Ha mard on kastizet, mad eo.
Plegiñ a ran ma fenn…

Met ivez, o ma Doue, sellit ha selaouit48 :
’Kreiz ar gousiadur ez on bet koñsevet,
Pec’hed an tad kentañ zo warnomp holl ’vel ur groc’hen,
Hag ene den, en ur zont er bed, ne vez gwenn !

’Met hini Ho mamm benniget,
Ho mamm Mari…

Ar wirionez a garit49 :
Strewit warnon neuze trezol Ho furnezh kuzhet,
Ha n’em bo mui aon rak fazi !

Glebit me en dour santel, ha glan[a]et e vin a-gerzh,
Gwalc’hit me, hag e t’in50 da vout gwenn ’vel an erc’h,
Gant Ho pardon roit din al levenez, ma Doue !
Ha ma eskern, krommet d’ar vezh, a sailho gant ar joa51.

Distroit Ho tremm ken glan a-zioc’h ma breinadur,
Holl teil ma fec’hedoù, skarzhit eñ war un dro,
Krouit ennon ur galon glan hag Ho karo,
Lakait em c’hreiz adnevezet ur spered eeun ha fur
Hag a viro diouzhin
Pec’hiñ.

Na’m gwintit ket pell diouzh Ho splannder !
Ho kras santel, laoskit hi gant ma faourentez,
Daskorit din peoc’h mut ar goustiañs dibreder ;
Em c’halon hadit nerzh, ma vedin largentez.

Hag an dud fall neuze, drailhet gant ar pec’hed,
War Hoc’h hentoù arre m’o desko da gerzhet…

Ma Doue, diwallit me diouzh ar marv speredel,
Ha ma zeod Ho meulo, Barnour dous ha karet ;
Digorit ma genoù, o ma Doue, digorit52,
Hag e kanin d’Hoc’h anv meuladur peurbadel…

***

Douster kevrinus ar pardon,
Douster don
Peoc’h ar galon !
Peoc’h mut
An dud
Lamet o samm eus o divskoazh53 !
Douster ar bok
Hor stok
Dinerzh, brevet d’ar joa 54
E divrec’h Doue…
Me Ho lâro d’Ho tro, levenez ma ene !

                    1912


47 W diaol

48 W cheleuet

49 W garet

50 evit teuin

51 W joé

52 W digoret

53 W diskoé

54 W joé