Judica me
Judica me
(Ps. 42)
O douster an oferennoù en ur chapel,
Ur chapelig didrouz e maezioù Breizh-Izel !…
***
Barnit me, o ma Doue, ha me dispartiit32
A-vesk an dud disleal hag ar renavied.
Rak, o ma Doue, C’hwi a zo ma c’honfort ha ma nerzh.
Dilezet ganeoc’h-c’hwi, en dristezh me a gerzh.
Perak ma dilezel em dristezh divalav
P’en deo an enebour war-dro din o klask dav33 ?
Degasit din Ho kouloù hag Ho kwirionez,
Gante me a grapo, diluz, war Ho menez ;
War Ho menez santel, bet’ Ho ti leun a joa34.
Ambrouget d’Ho kouloù, me a grapo, ma Doue.
Hag e tostain d’aoter ar road35, en iliz,
D’aoter an Doue hag a ra joa ma yaouankiz.
War ma zelenn, ma Doue, Ho meuliñ a fell din :
Perak, m’ene, bout trist ha perak hirvoudiñ ?…
Fi e Doue ! Rak me Her meulo bet’ an diwezh36,
Eñ a zo ma Salver hag Eñ a zo ma Doue.
***
O douster an oferennoù en ur chapel,
Ur chapelig didrouz e maezioù Breizh-Izel !
Bout, dre ur galon glan, ur c’houlaouenn dister
A luc’h bepred dirak an Osti, o douster !…
Bout ar beleg gredus war-sav diouzh an aoter
A ginnig an aberzh, o douster !… o douster !…
C’hwevrer 1910
32 W dispartiet
33 point vulnérable e galleg
34 W joé
35 aberzh pe sakrifis
36 W devé