« In tenebrosis collocavit me, quasi mortuos sempiternos. »
       (Threni, III, 6.)

Peogwir Ho peus vennet daskor din ma frankiz,
Pa c’hoantaen bout heudet e-harz Hoc’h aoterioù ;
P’en deo gwir emañ marv huñvre ma yaouankiz
Hag Ho peus ma luziet e roued ar gwalleurioù ;

P’en deo gwir, er goc’had37, emañ ret din plegiñ
Bemdez hag e pep lec’h d’an treboulioù gwashañ ;
Pa goroll em fenn paour ma soñjoù kein-dre-gein ;
Pa n[e] ouzon ket mui, hiriv, e-men38 ez an ;

Peogwir Ho peus ma adsoublet em izelded,
Ha duet ma dremmwel, – ken splann p’en em zisko’e39 !
Peogwir Ho peus gronnet m’ene a deñvalded ;
Peogwir Ho peus taolet samm Ho kroaz war ma skoaz40 ;

Peogwir emañ aet kuit gant ar mor stur ma lestr ;
Peogwir o deus lakaet ma anv dindan an treid ;
Peogwir ez on brevet hag e ouelan… O Mestr,
Ra vezit benniget ’vit ar pezh Ho peus graet41 !

Ra vezit benniget Ho pout ma dibabet,
Daoust[o] din bout pec’hour, daoust[o] din bout netra,
Evit stlejal Ho kroaz war hentoù holl ar Bed :
Mont war Ho lerc’h, mont war Ho lerc’h, na vad a ra !

O ! Pounner eo ar samm ’vit ma gwanidigezh ;
Meur a wech, d’hel lemel ganin, ’meus Ho pedet.
Meur a wech e youc’han, a sol ma zruegezh :
« Pegoulz, o Tad, e tiwezho ma ferc’h’inded42 ? »

Meur a wech e soñjan : « Re galet eo ’velkent ! »
Hag e sav ma c’halon, gwalc’het d’ar c’hwervoni,
Hag e lâran d’ar re a dremen war an hent :
« Sellit ! Pe glac’har zo heñvel diouzh ma hini ? »

Meur a wech ez on skuizh bet’ ar marv… Met, o Tad,
Pa’m gwelit faganet war an dachenn, neuze,
E donded ma c’halon Ho mouezh a gomz goustad,
Hag e savan, kreñvaet, peogwir ez oc’h aze !…

***

Mestr, lies e lennan Hoc’h aviel santel.
Pep komz eus Ho kenoù zo ur feunteun a nerzh,
Pep unan eus Hoc’h oberioù zo ur gentel,
Rak me ’oar ez oc’h bet, tregont vloaz, un aberzh.

Me ’oar ez oc’h ganet e paourentez ur c’hraou,
’Lec’h ne oa ’met daou loen war-dro Deoc’h, da gentañ ;
Me ’oar Ho peus bevet er boan hag en daeroù,
Hag Ho peus gouzañvet an drougoù kaletañ.

El liorzh Olived, me ’oar, klez’ an arvar
A dreuzas Ho kalon, ken Ho peus c’hwezet gwad ;
Me ’oar ez oc’h pignet ar c’hentañ d’ar C’halvar,
Ha da bet mein, en hent, Ho peus kignet Ho troad.

Diouzh Ho klemmoù, me ’oar, an neñv a chomas bouar43 ;
Me ’oar, nac’het ’oc’h bet ha dilezet, tra garv !
Hag an deiz ma prenec’h salvidigezh an Douar,
Div pe teir maouez44 hepken a ouele war Ho marv.

Ya. Goût a ran holl an traoù-se. Ha mar ouelan,
’Vel ma tav ar c’hrouadur pa glev ur sonenn gaer,
Hoc’h aviel a sec’h ma daeroù, p’Ho kwelan
Ganet etre daou loen ha marv etre daou laer !

***

Bremañ, ra vo warnon graet Hoc’h ivoull45 a-bezh
Hed-ha-hed da’m buhez ! Gant ur galon laouen,
Mont a rin dre ma noz en ur zougiñ ma bec’h,
Peogwir Ho peus roet din, ma Mestr, ur c’houlaouenn.

O feiz ma gourdadoù, goulaouenn benniget,
Sterenn hag a’m heulia ne vern e-men46 ez an,
Peogwir Ho peus, betek hiriv, ma ambrouget,
Lugernit war ma zal bet’ an eur diwezhañ !

                    Pariz, miz Kerzu 1912


37 KLT arneñv

38 KLT pelec’h

39 KLT ziskoueze

40 W skoé

41 W groeit

42 evit ma ferc’herinded

43 KLT bouzar

44 W moéz

45 pe youl

46 KLT pelec’h