al Lodenn VI a c’hoarier

Genre
Théâtre
Langue
Breton
Source
Vannes, Lafolye frères, 1912
Remarques
Nous avons adapté le texte du breton vannetais au breton KLT.
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

E palez ar roue Herod. Tennerisoù ruz etre ar pilerioù gwenn.
Ar re a c’hoari el lodenn-mañ : Herod, Antipas e vab, ur soudard, Balthazar, Melkior, Gaspar, soudarded.

 
HEROD e-unan, azezet en ur gador vras
N’em eus ket c’hoazh kousket an neizhour : huñvreioù
Em eus graet tro an noz a-zivout pep seurt traoù.
Gwelet a raen tuchant ar bobl ’vel ul loen gouez*    [W gouiù]
Diouzh ’n em derc’hel warnon ha diouzh ma lonkañ bev.
Tuchant war-lerc’h krediñ a raen doug war ma fenn
Ur gerlenn skodoù tan e-lec’h ma c’hurunenn.
Ha ! me ’sant c’hoazh an droug, an droug kriz a rae din,
Just ’vel pa vije bet war ma zal o loskiñ !
Petra a sinifi holl an huñvreioù-se ?
Perak hepken ’n em soursiañ me anezhe ?
Ar bobl ?… ’Vit hel lakaat ’vel a-gent da blegiñ
N’em eus ket mui enta soudarded en-dro din ?
C’hoant en deus da fringal ’vel ur jav digabestr.
Me ’ziskoue’o-me dezhañ kent pell piv eo ar mestr.
’Vel ar marc’h a starder etre an divorc’hed*    [flanc e galleg]
Ken na vo sentusoc’h, m’her gwasko… bet’ ar gwad*.    [W goed]
Ya, m’her gwasko ken na strimpo eus e c’hwazhied*    [W hoèhiad]
Gwad ruz e-lec’h ar c’hwez a gav o labourat.
M’hel lako da c’hweziñ gwad ruz, arc’hant ivez,
Kreviñ a ray dindan samm an taosoù nevez.
Ha ! C’hoant en deus al loen da drevelliñ ar c’harr !
Gwelet e vo mar flastr an touchour war an douar.
C’hoant hoc’h eus da c’houzout mar n’en deo ket ho roue
Skuizh o toug ar vantell roial diouzh e zivskoazh*,    [W ziskoé]
Klevit ! Ma c’hurunenn a zo sonn war ma zal.
Maleur d’an neb a glask’fe mem’ he bouljal !
Kaset em eus d’ar marv ma fried karetañ,
An nav vab em boa bet anezhi, hag Hirkan,
Roue kozh ar vro…O gwad a c’houlenn gwad arall.
Me ’skoy c’hoazh, mard eo ret, me ’skoy ’vel unan dall.
 
ANTIPAS en ur vokiñ dezhañ
Ma zad !
 
HEROD
                Ha ! savet ’out !… Ar c’harantezusañ
A holl ar vugale em eus bet, setu eñ*.    [W ean]
Gwir eo, ne ziskenn ket anezhañ eus ar re
A zo bet, er vro-mañ, ar vestr hag ar rouanez
Gwecharall… Ma mab ’out, te a-wael, ma mab-me.
Gwad roueed kozh ar vro, gwad o mamm a rede
E gwazhied Aleksandr hag Antigon ; ret eo
Bet disec’hiñ, ’vit bepred, mammenn ar gwad-se.
Mariamn a zo marv hag he mabed ivez.
Ma rouantelezh, ma mab bihan, a vo dit-te,
Dit-te holl ma madoù, dit-te ma c’hurunenn
Mar d-a un deiz da vout re bounner ’vit ma fenn.
Pa vin-me bet douget eus an ti-mañ d’ar bez,
Te eo a vo Herod, roue ar Yud’ed, te eo.
 
ANTIPAS
Dirak ar soudarded, war ar geot, dec’h d’enderv,
Me zo bet o c’houren gant Tigran, ma c’henderv.
Kreñvoc’h eo bet ’vidon : eñ en deus me zaolet
Div wech, hag holl ar soudarded en deus c’hoarzhet.
Ha me ’c’hello lazhiñ Tigran ha pa vin roue ?
 
HEROD
Ar roue a ra dalbezh, ma mab, e volontez.
 
UR SOUDARD eus ar maez
Hola ! ne c’heller ket donet pelloc’h.
 
HEROD
                                                                   Piv eo
A gas kement a drouz hag a safar aze ?
 
AR SOUDARD
Dian’vezerion deut o zri eus ar broioù
Kuzhet du-hont pell bras war-dreñv ar menezioù.
Daousto ma tifennomp dioute donet pelloc’h
Venniñ a reont groñs ho kwelet ha komz diouzhoc’h.
 
HEROD
N’o deus ket armaj ?
 
AR SOUDARD
                                     Nann ; kentoc’h lâret ’vefe
Beleien.
 
HEROD
               Beleien ?
 
AR SOUDARD
                               Beleien pe rouanez.
 
HEROD
Laoskit int da zonet, met tra ma vint amañ
Diwallit !… spied ’int mar plij ganeoc’h.
 
AR SOUDARD en ur vonet kuit
                                                                         Ya, ya.
 
An tri maj a zisoc’h war ar c’hoariva, soudarded war o lerc’h hag en devo e-pad ar c’hoari o spi warnezhe.
 
O ZRI
Salud, Herod !
 
HEROD
                           Salud deoc’h, dian’vezerion !
 
BALTHAZAR goude endevout sellet diouzh ar soudarded
Ne zoujit ket… Ra vo ar peoc’h en ho kalon,
Ya, ar peoc’h, ’vel m’en deo en hor c’halonoù-ni.
 
HEROD
Bezit degemeret mat amañ… met… piv oc’h-c’hwi,
Mar plij ganeoc’h ?
 
BALTHAZAR
                                   Deut ’omp eus ur vro pell, hon-tri,
Betek ar mogerioù uhel a c’hronn ho ti.
 
HEROD
Ha perak hoc’h eus-c’hwi kuitaet ’vel-se ho pro,
Ho tud, ho rouantelezh, setu marse gwerz zo ?
 
MELKIOR
Deut ’omp, en ur ober an hent divourrusañ
Da saludiñ…
 
HEROD
                        Piv ? Me, perchañs ?
 
MELKIOR
                                                              Ya, c’hwi kentañ.
 
HEROD
Me kentañ ?… Piv war-lerc’h ? Ya, piv, mar plij ganeoc’h ?
Ret e vo deoc’h neuze, me ’gred, klask izeloc’h.
 
BALTHAZAR
Selaouit ! Majed ’omp, majed, da lâret eo
Tud hag a glask e kement tra ar wirionez.
’Viti betek hiziv hon eus dalc’hmat bevet,
’Viti e varv’femp un deiz, pa vefe ret.
Ama, gouiet hon eus reizh mat penaos un Doue
a zo ganet, n’en deus ket gwerz zo, er Jude !
A-dreistomp e sterenn bemnoz en deus splannet
Hag hep fari betek amañ hor c’honduiet.
Krediñ a raemp arru en tachad a glaskemp
Ha kavet ar c’hrouadur benniget a c’hort’emp*,    [c’hortozemp]
Met, allaz, an neizhour, e-kreiz an noz teñval*    [W tioél]
Gwelet hon eus splannder ar sterenn o vervel.
A-choude, mont a reomp eus ul lec’h d’an arall,
Hep kavet an hent mat, fariet ’vel tud dall.
Soñjet hon eus penaos c’hwi a c’hello marse
En ur soursi ken bras hon difari, o roue,
Ha larêt deomp e pe tachad emañ ganet
Ar c’hrouadur-se a glask hor c’halon ankeniet.
 
HEROD
Petra ?… Komzoù ur foll em eus perchañs klevet !
 
GASPAR
Gant ar furnezh, o roue, ar follezh ne loj ket.
 
HEROD
N’en deus ket ’met ur roue er vro-mañ, me, ya, me.
 
O tiskouez Antipas
  

Ha war ma lerc’h hennezh a vo ar roue nevez.
 
MELKIOR
Ar c’hrouadur a glaskomp a zo Doue.
 
HEROD
                                                                   Klaskit eñ
Du-hont enta, en tampl, ya, en tampl… pe en neñv.
 
A-gostez
 
Newazh… pa vefe gwir ar pezh o deus lâret.
Atersomp int… ’Vel-se, o majed, c’hwi a gred
Penaos Doue war an douar a vefe diskennet ?
Ha ’vit petra, mar plij ganeoc’h ?
 
GASPAR
                                                            N’her gouzomp ket.
 
MELKIOR
Gouzout a reomp hepken penaos emañ ganet
Ha ni hen tou dre ar sterenn hon eus gwelet.
 
BALTHAZAR
’Vit gouzout pe hentoù a heuli ar stered
A red bemnoz a-dreist hor penn en teñvalded,
Hep dihentiñ biskoazh hag hep biskoazh fari,
N’en deus ket pobl ebet abiloc’h ’vidomp-ni,
Nann, pobl ebet… Ama, pa vezemp bet ’vel-se
O spial an hentoù kaer ha lugernus-se,
Soñjal a raemp lies en ur c’hozh profesi
Kouezhet a veg ar maj Balaam. Setu hi :
« Saviñ a ray a lignez Jakob ur sterenn,
Saviñ a ray a Izrael ur c’hwalenn,
Hag ur mestr a stago an holl diouzh e lezenn. »
Hervez ar brofesi ar sterenn a zo deut
Ha d’ar majed souezhet hi en deus ’n em ziskou’et.
Setu perak, o roue, ni a gred hag a lâr :
E verk a splann en neñv, emañ Doue war an douar.
 
HEROD
C’hwi her gort’e* enta ?    [gortoze]
 
GASPAR
                                           Ni her gort’e ’veldoc’h.
 
HEROD
’Veldon-me ? Pe ur soñj !
 
MELKIOR
                                              ’Vel ar Juived kentoc’h.
N’en doc’h ket hep gouzout penaos emañ int eo
A zo galvet da vout e gentañ sujidi*    [W sujité]
Kement profed hel lâr en o levrioù sakret.
 
HEROD
Hag int a oar ivez e-men* emañ ganet ?    [KLT pelec’h]
 
GASPAR
Marse.
 
HEROD d’ur soudard
             Kerzhit da glask ar veleien… a-benn.
Lârit dezhe emañ Herod eo o goulenn.
Tudchentil, ’vit gortoz ma vint arru, plijit*    [W plijéét]
Ganeoc’h kemer un dra bennak e m[a] sal pred.
 
An tri maj a ya kuit, ar soudarded war o lerc’h.

 
HEROD e-unan
Ret eo kavet, ne vern penaos, ar c’hrouadur-se.
E-men* e vefe-eñ ganet ? E gwirionez,    [KLT pelec’h]
N’en deus ket ti ebet kaer er-walc’h ’vit un Doue
Er gêr a-bezh… nann, ti ebet… hennezh marse ?