al Lodenn X a c’hoarier

Rumm
C’hoariva
Yezh
Brezhoneg
Orin
Gwened, Lafolye frères, 1912
Evezhiadenn
Adaozet hon eus ar Brezhoneg Gwened diouzh doare KLT.
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

E palez ar roue Herod ’vel e-pad al lodenn VIII
Ar re a c’hoari el lodenn-mañ : HEROD, UR SERVITOUR, HANAN

 
HEROD e-unan
Aet eo kuit ar majed, atav en o gort’an*.    [gortozan]
Na peseurt tra souezhus, gwelet o deus en neñv
Ur sterenn o splanniñ bemnoz ’vit o c’honduiñ
Betek al lec’h m’en deo deut er bed ar Mesi !
Hag al lec’h-se a zo Bethleem !… Bethleem,
Da roue a vo enta mestr e Jeruzalem,
Mestr e ma rouantelezh a-bezh !… Ar c’hrouadur-se
A glaskont a daolo d’an diaz ma hini-me !…
Setu ar pezh o deus soñjet hag e larint
E kement bro, e kement lec’h ma tremenint.
Met em befe bet graet monet me-mem’ gante
’Vit her c’hlask, her c’havet hag achu e vuhez.
 
UR SERVITOUR
Ar Beleg-Bras.
 
HEROD en ur vonet a-benn da Hanan
                           Deut ’oc’h, Hanan… Ya, c’hoant em boe
D’ho kwelet c’hoazh…
 
HANAN
                                         Deut ’on…
 
HEROD gant hiraezh
                                                             Ama, peseurt doare ?
 
HANAN
Doareioù fall.
 
HEROD
                         Mallozh !
 
HANAN
                                           Ne vern e-men ez aer
Ne glever ket mui komz ’met eus un dra e kêr.
 
HEROD
Ha !
 
HANAN
        Ne glever ket mui komz ’met eus an tri roue
Deut a vro ar sav-heol, nevezhioù kaer gante,
Da glask ur c’hrouadurig hag a vo hep arvar
Roue, emezint, roue ar Juived ha mestr an douar.
 
HEROD
Tri foll !
 
HANAN
               Ar follezh-se a c’hell bout dañjerus.
Ar bobl ’n em glemm m’en deo gwasket ha maleurus
Hag e vouezh a zasson er pe’ar c’horn eus ar vro.
 
HEROD
’N em glemm a reont ! Ha !…
 
HANAN
                                                    Ya, rak a-c’houde gwerz zo
An douar n’en deus ket ’n em ziskou’et* en o c’heñver    [ziskouezet]
Ken start ’vel er bloaz-mañ : an taosoù zo pounner,
’Vit o faeañ al lod muiañ en devo droug…
Maleurus ’int enta ha kement-se o doug
Da c’houlenn ha da glask ma vo chañchet an traoù.
Roue, diwallomp : ar c’has a verv er c’halonoù.
Ar brud penaos o deus ur Mesi o kreskiñ,
Traoù er-walc’h eo ’vit o lakaat d’n em unaniñ
Ha d’n em sevel hardizh ’enep d’ho mestroni.
 
HEROD
Ya, gwir mat eo, gaou em eus bet lezel an tri
Amoed-se da vonet du-hont… met m’o gorta*.   [pe gortoz]
 
HANAN
Piv ’oar hepken ma teuint en-dro dre an tu-mañ ?
 
HEROD
Piv ’oar ma teuint en-dro ? Ha ! Gwir eo… piv her goar ?
Ama !… Folliñ a ran… Gwazh a se d’o Mesi !
Gwazh a se d’ar c’hrouadur a glaskont, gwazh a se
Mem’ d’an hini her mag !… Petra ! Me ’laosk’fe
Da greskiñ etalon ar sparler pa c’hellan
Hel lazhiñ en neizhiad tra m’en deo c’hoazh bihan !
Pas !…  Pell er-walc’h em eus gort’et* : ret eo diskou’iñ    [gortozet, diskouez]
Penaos d’en don ket c’hoazh er bez e doullont din.
Hanan, plijit ganeoc’h reiñ da ma soudarded
A berzh o mestr, ar roue, gourc’hemenn da vonet
Da Vethleem a-benn — da glask ar vugale
Ganet eno ha n’en deus ket c’hoazh bet daou vloaz*,    [W vlé]
Ha d’o lazhiñ, ya, razh : ne laoskomp ket hini
Gant an aon ma vefe hennezh mem’ ar Mesi.
 
HANAN
Be’t hep doujañs, o Roue, ar c’hrouadur a glaskit*   [W glasket]
A vo a-raok warc’hoazh en ho lasoù dalc’het.
 
HEROD e-unan
Savit, ma soudarded, setu arru an eur
Da denniñ c’hoazh ur wech er-maez ho klezier,
D’o lakaat da splanniñ en don eus an noz du,
Da lakaat da strimpiñ ar gwad, gwad fresk ha ruz
Ar re vihan stardet ar kalon o mammoù.
Mar ’n em zifenn gant re a nerzh gant ho taoloù,
Lazhit ar vamm ivez !… Re a juived a zo[,]
Disec’homp ar vammenn, bihanoc’h a c’hano.
 
Kleviñ a reer kaniñ war un dro
 
Ha ! me ’glev en avel mouezhioù diouzh ma galviñ.
Oueliñ a reont… M’o c’hlev, ya, m’o c’hlev o oueliñ.
M’o gwel war o daoulin : goulenn a reont truez !
Truez !… C’hwi a c’houlenn ma vin truezus… me,
Herod !… Ne ouzit ket enta penaos ’vit gouarn
Ma c’halon kreñv, gronnet em eus hi mat a houarn ?
Ne ouzit ket penaos em eus lakaet ar re
A garen ar muiañ da ziskenn en o bez ?…
Ha ! Savit ’ta, ma soudarded fidel !
Difennit me… Ober a rit un dra santel !…
 
AR GANERION e-pad ma komz Herod
 
UNAN
 
« VOX IN RAMA AUDITA EST, PLORATUS ET ULULATUS MULTUS, RACHEL PLORANS FILIOS SUOS. »
 
HOLL
 
Deut ’int e kreiz an noz !… Peseurt noz braouac’hus !
Peseurt daoulagad kriz !… Ha ! Be’t be’t truezus !
    Skoit ni, skoit ar mammou* !    [W mammeu]
        Abalamour da Zoue,
        Laoskit ar vugale,
        Laoskit ar bleuñv* !    [W bleu]
 
………………………………………………………
 
Ha ! Mallozh dit ! Mallozh dit, roue kriz ha dinatur !
Ra ma kouezho warnout, milliget, o gwad pur !
 
E deun eus an teatr gwelet a reer lazhiñ ar vugale.