al Lodenn IX a c’hoarier

Genre
Théâtre
Langue
Breton
Source
Vannes, Lafolye frères, 1912
Remarques
Nous avons adapté le texte du breton vannetais au breton KLT.
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

Er c’hraou a Vethleem, ’vel e-pad al lodenn IV.
Ar re a c’hoari el lodenn-mañ : GASPAR, MELKIOR, BALTHAZAR, SANT JOJEB, hag AR WERC’HEZ

 
GASPAR eus ar maez
Ya, amañ eo en deus ar sterenn ’n em gollet.
 
MELKIOR dirak ar c’hraou
Ha !… Setu an hini hon eus ken pell klasket[,]
Setu eñ war ar plouz er baourentez vrasañ
Hen hag a zo newazh mestr an douar hag an neñv.
 
BALTHAZAR
Diragoc’h, krouadurig, ni, tud fur ha rouanez,
Ni a bleg hon daoulin, daousto d’ho paourentez,
Rak ni a oar piv ’oc’h : hon aotroù hag hon Doue
Diskennet ken izel dre nerzh e garantez.
 
GASPAR
’Vit donet d’ho kavet graet hon eus un hent hir.
 
BALTHAZAR
Degaset hon eus deoc’h aour hag ezañs ha mir,
Rak an aour a vez roet d’ar rouanez, an ezañs
D’an aotroù Doue hepken ’vel ur merk a zoujañs,
Hag ar mir a servij… perak e komzan-me
Eus ar mir ? ’Vit lakaat gant ar c’horfoù er bez.
O mamm, poan a ran deoc’h, newazh Doue a ra din
Gwelet ar pezh a vo rekis deoc’h añduriñ.
 
Kaniñ a ra e-pad ma tremen war un daolenn vras ar pezh a wel eñ-mem’

    ’Vit ar gredenn nevez a ro ho Mab d’ar bed
    Me ’wel, o Mamm, me ’wel ur mor a wad skuilhet.
 
            War un hent ruz, ruz gant ar gwad,
            Gwelet a ran tud a bep oad,
            Gwelet a ran bugaligoù
            Stlapet a zivrec’h o mammoù
            Ha tud yaouank, re gozh ivez
            O krapiñ diouzh tor ar menez.
    Gant barroù glas en o daouarn, m’ o gwel
            O krapiñ diouzh tor ar menez
            A-benn d’ur groaz savet uhel,
    Ha war ar groaz petra a welan-me ?
            Me ’wel un den, me ’wel ur roue,
                        Ur roue ?
    A spern, ya, a spern lemm kurunet eo
                Hag ar roue-se
            O Mamm glac’haret, ho Mab eo.
 
GASPAR
O krouadurig bihan, p’en deo gwir ez oc’h roue,
Setu an aour a ginnig deoc’h ho sujidi*.    [W sujité]
 
MELKIOR
    O krouadurig bihan, p’en deo gwir ez oc’h Doue,
    Setu ezañs a ginnig deoc’h ho pugale.
 
BALTHAZAR
    Gwelet a ran, allaz, diskenn ur c’horf er bez.
 
AR GANERION
    Ouzhpenn an aour hag an ezañs roit mir ivez,
            Roit mir, ezañs hag aour,
            Roit aour, rak m’en deo roue,
            Ezañs, rak m’en deo Doue,
    Ha mir ’vitr lakaat en douar e gorf paour.
 
O ZRI
O krouadurig bihan, setu ar mir, setu an ezañs hag an aour.
 
BALTHAZAR
Kenavo, krouadurig.
 
MELKIOR
                                     Hor mestr.
 
GASPAR
                                                         Hor roue.
 
BALTHAZAR
                                                                           Hon Doue.
 
MELKIOR
Kent ho kuitaat, piv ’oar, perchañs ’vit birviken*,    [W birhuikin]
C’hoazh ur wech diragoc’h stouet war hon daoulin,
Ni ho ped.
 
GASPAR
                   Ni ho meul.
 
BALTHAZAR
                                         Ni hoc’h ador hon tri.
Tra ma vimp er bed-mañ, gouarnit-ni.
 
MELKIOR ha GASPAR
                                                                      Gouarnit-ni !