al Lodenn VIII a c’hoarier

Genre
Théâtre
Langue
Breton
Source
Vannes, Lafolye frères, 1912
Remarques
Nous avons adapté le texte du breton vannetais au breton KLT.
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

E palez ar roue Herod ’vel e-pad al lodenn VI. 
Ar re a c’hoari el lodenn-mañ : HEROD, ANTIPAS, BALTHAZAR, MELKIOR, GASPAR, HANAN, JONATHAN, ONKELOS, GAMALIEL, beleien, doktored, soudarded, serviterion.
Herod azezet en e gador vras, an tri maj e kadorioù izeloc’h a-zehoù dezhañ.

 
UR SOUDARD
Ar Beleg-Bras… an Doktored eus al lezenn.
 
Dont a reont a-gleiz d’ar roue.
 
AN DOKTORED
Salud, o Roue.
 
HANAN
                            Deut ’omp, hervez ho kourc’hemenn.
 
HEROD a sav
Tudchentil, c’hwi a oar pegement a respet
Em eus ’vidoc’h ha ’vit ho Toue dalbezh douget.
Deoc’h-c’hwi… Roet em eus deoc’h ar pezh hoc’h eus karet
D’ho Toue…  Sellit an Templ em eus dezhañ savet,
Un templ ha n’en deus ket e bar e bro ebet.
An dud her gwel a-bell gant e doenn alaouret,
Gant e pileroù aour hag e zorioù arem
O splanniñ ’vel an heol e-kreiz Jeruzalem.
C’hwi a wel mat enta pegen kontant-bras ’on
Da ober dalbezh vad deoc’h ha d’ho relijion…
Ama, me gar’fe goût e-men e t’li
Dont er bed ar c’hrouadur a c’hort’it*.    [< c’hortozit]
 
HANAN
                                                                      Ar Mesi ?
 
HEROD
Ar Mesi mar karit.
 
HANAN hag an DOKTORED
                                 E Bethleem, o roue.
 
HEROD
« Petra a vad a c’hell dont eus ar gêrig-se ? »
C’hwi a anav kenkoulz ’veldon ar c’hozh-lavar*    [pe krennlavar]
A-zivout Bethleem : etrezoc’h-c’hwi hel lâr.
 
HANAN
Ya, met ni hon eus soñj ivez eus ar c’homzoù
En deus desket gant ur profed hor gourdadoù :
 
    Eus ar c’hêrioù eus ar Jude
    O Bethleem n’en deus ket te
            Ar vihanañ.
    Rak a’nout e savo ar roue
    A z’li dont ha bout un deiz
            Mestr ar bobl a garan.
 
Setu ar pezh en deus skrivet ar profed kozh*.    [W kouh]
Kaer a vo hon aters n[e] ouzomp ket hiroc’h.    [W hirroh]
 
HEROD
Traoù er-walc’h eo.
 
D’ar majed
 
                                    Klevet hoc’h eus ar brofesi…
Kenkoulz ’veldon bremañ, o majed, c’hwi a oar*    [W houi]
E-men emañ ganet ar c’hrouadur a c’hort’it*.    [< c’hortozit]
D’her c’hlask da Vethleem kerzhit enta, kerzhit,
Ha, kentizh ma vo bet kavet deoc’h, deu’t en-dro
Da lâret an doare d’ar roue kozh eus ar vro.
Gant hiraezh e c’hort’an* ar momand ma c’hellin    [< c’hortozan]
Mont ivez, war ho lerc’h, du-hont, d’hen adoriñ.
 
BALTHAZAR
Ganet eo ’vit an holl, ’vidoc’h ha ’vidomp-ni.
Ni her c’hlasko, o roue, ’vidomp ha ’vidoc’h-c’hwi.
 
Ar majed a ya kuit dre un tu, an doktored dre an tu ’rall.
 
HEROD gant Antipas hepken
Ya, klaskit ho mesi, tri amoed, klaskit-eñ.
An doueed n’en deus ket mui lec’h er-walc’h en neñv
P’en deo gwir emañ ret da hennezh her c’huitaat !
Klaskit eñ, tudchentil, ya, ya, klaskit eñ mat.
Deut eo.
 
E zorn war benn Antipas
 
                En etretant, setu ma Mesi-me.
Hennezh a vo, hennezh hepken, mestr ar Jude.