V Diviz

Rumm
C’hoariva
Yezh
Brezhoneg
Orin
Roazhon, Francis Simon, 1907
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

MAZE
O ! Va breur paour, petra ’welan-me ?

GWILHOU
Akt a gontrision ! Va Doue, ur c’heuz bras am eus da vezañ hoc’h ofañset, rak en em vezviñ ’meus graet, en em vezviñ ’meus graet, dre va faot, dre va brasañ faot.

MAZE
Santez Mari, mamm da Zoue, pedit evidomp-ni pec’herien, bremañ hag en eur eus hor marv ! Evel-se bezet graet !… Va zad spirituel, pardon, pardon, pardon, ne rin ket ken, ne rin ket ken !

GWILHOU
Sell… Met ne welan mui hini.

MAZE
Na me kennebeut.

GWILHOU
N’am eus ket huñvreet koulskoude.

MAZE
Dihun mat ’oan.

GWILHOU, e-kuzh ouzh Maze
N’am eus ket bet kement a aon hag hennezh evelato.

MAZE, o tiskouez Gwilhoù
Hennezh en deus bet un toullad aon ; krediñ ’rae gwe-let an diaoul ; krenañ ’rae ken na fleurie.

GWILHOU, o tiskouez Maze
Kerkoulz e vije bet gantañ bezañ er gêr. Ur c’hleñved bennak a dapo sur diwar-goust ar spontadenn-mañ.

MAZE, kreñv
Feiz ! Bez’ zo tud aonik war an douar evelato !

GWILHOU
Evidoc’h eo e komzit moarvat !

MAZE
    Nann ! Nann ! Evit Mari pizh-munut,
    ’Vit ma c’hello gwellaat an dud
    Gant chistr ha bokedoù burlut.

GWILHOU
Ha ! Me !… Gwell e vefe deoc’h stankañ ho peg ma n’eo ken nemet evit ober goap ac’hanon eo hen digorit ken bras. Hag a-hent-all mard eus bet spontet unan bennak ac’hanomp, krediñ ’ran n’eo ket me eo, konsort ; krenañ ’rit c’hoazh gant ho korfad aon evel pa vefe leun a erc’h ho lavreg.

MAZE
Me, krenañ ! Sed aze vat ur marvailh all ! Me, krenañ ! Kre diot zo ac’hanout ; evit diskouez dit n’am eus ket bet a aon razo, ez an d’o gervel da zont en-dro.
    Evit gervel ar bugel-noz
    Tra a-walc’h eo sutal en noz.

Sutal a ra.

Amañ ! Amañ ! Amañ ! Deuit ’ta, deuit ’ta ! Ma kredit e redin-me en ho raok.

Ar c’hornandoned hag ar bugel-noz a deu en-dro en ur ganañ hag en un en em deurel war an daou vervier spontet.