IV Diviz
AR BUGEL-NOZ, an daou vezvier kousket, AR C’HORNANDONED
Ar bugel-noz o tont eus a-dre kein ar maen-hir, a gan war don Me eo Mathurin an Dall, e Kanaouennoù Kernev, p. 46.
Noz dall eo, kornandoned,
Deredit ’ta, paotred.
Noz dall eo, kornandoned,
Deredit ’ta, paotred.
Deredit a bep tu,
Hastit afo deredet
Hag e raimp un dro-zañs
Ouzh sell ar stered ! Geo !
Ober a ra ur sutadenn hag ar c’hornandoned a zilamm a bep tu war leurenn an teatr. Goude ur pennad mont-dont warnezhañ ec’h en em lakeont da zañsal en ur ganañ ar ganaouenn-mañ tennet eus Kanaouennoù Kerne, p. 168, gant aotre an Aotroù Jezegou a zalc’h gwirioù an oberour.
DISKAN
Dañsomp, paotred,
Dañsomp d’ar red,
Dañsomp, fringomp, kornandoned.
I
Dal a unan !
Prim a droad, paotred.
Dal a unan,
Dañsomp buan,
En em veskomp
Holl etrezomp
Ken na baro an heol warnomp.
II
Ha dal a zaou !
Prim a droad, paotred.
Ha dal a zaou,
Mat ez a an traoù.
Dañsal en noz,
Holl diaouloù kozh,
Setu eno hor baradoz !
III
Ha dal a dri !
Prim a droad, paotred.
Ha dal a dri,
Sachomp warni
An noz teñval
A zo brav-ral ;
Deomp-ni da c’hoari, da zañsal.
IV
Dal a bevar !
Prim a droad, paotred !
Dal a bevar,
Hejomp hor gar
Pa vez arnev
Da reiñ dour bev
Gant an higenn pesked a deu.
V
Ha dal a bemp !
Prim a droad, paotred.
Ha dal a bemp,
Brav ’z-a ganeomp
Meurzh an evned
a oa bepred
An deiz ’rall da douzañ ’n denved.
VI
Ha dal a c’hwec’h !
Prim a droad, paotred.
Ha dal a c’hwec’h,
Sachit ganeoc’h
Ar c’horaiz
Deut war e giz,
Ne dalv netra gant e soubenn piz
VII
Ha dal a seizh !
Prim a droad, paotred.
Ha dal a seizh,
Gwell eo kig preizh
Pa ve ’n deñved
Dishualet,
’Vezont re ampart da gerzhet.
VIII
Ha dal a eizh !
Prim a droad, paotred.
Ha dal a eizh,
Stardomp hor preizh
Un droig c’hoazh
Bihan ha bras,
Hag e tihunimp an daou c’hoazh.
IX
Ha dal a nav !
Prim a droad, paotred.
Ha dal a nav,
Dañsomp atav
Graet eo ar stal ;
Kerzhomp raktal
D’an ifern da echuiñ ar bal.
Amañ unan eus ar vezverien a ra an neuz da zihunañ, hag ez eont kuit.
AR BUGEL-NOZ, a gan war don Bosenn Elliant (Barzhaz Breizh)
I
’Meus aon n’int ket dihunet mat,
Distroit ’ta c’hoazh ur pennad,
Ur pennad c’hoazh,
War-dro ’n daou c’hwaz,
Distroit ’ta c’hoazh ur pennad.
II
Kanit dezho ur sonig vrav,
D’o divezviñ kanit o nav,
Kornandoned ;
D’ar red, d’ar red,
D’o divezviñ kanit o nav.
AR C’HORNANDONED HOLL A-UNAN, war don Evnig a gan er c’hoad uhel (Barzhaz Breizh)
Ya ! Ya ! Kanomp a-bouez hor penn
Ken na gouezhimp war an dachenn ;
Kanomp holl ken na dregerno
An holl heklevioù tro-war-dro !
UNAN EUS AR C’HORNANDONED, war don Merzhin en e gavell (Barzhaz Breizh)
I
Ne son ket c’hoazh an Añjeluz
E chapel ebet tro-war-dro ;
Ar c’hornandoned ’vo eürus
Ken na savo an heol warno. (2 wech)
DISKAN
Chut ! Chut ! Na rit ket trouz ebet,
Peoc’h ha repoz d’ar re gousket,
Peoc’h ha repoz e-pad an noz
D’ar vezverien geizh dianket (2 wech)
II
An eostig-noz en deus kanet
En draonienn c’hlas e vravañ poz
Da luskellat an douar kousket ;
Kanañ a ray e-doug an noz (2 wech)
III
Kouskit, kouskit, ken na savo
An heol war ar menez gwenn-kann ;
Kouskit, kouskit, ken na gano
Ar c’hilhog skiltr e beg al lann.
UNAN EUS AR C’HORNANDONED
Met… n’eus moien ebet d’o dihunañ.
UN ALL
Ar chistr en deus stanket o diskouarn.
UN ALL
Marteze ez int marv.
AR BUGEL-NOZ
Nann, va bugale, n’int ket marv, met ho kanaouennoù a zo ken brav ma chalmont anezho e-lec’h o dihuniñ.
UR C’HORNANDON
Lavaromp c’hoazh eta ur ganaouenn all dezho ha, ma ne zihunont ket er wech-mañ, ni ’ouezo petra d’ober.
AR C’HORNANDONED HOLL A-UNAN, war don Tour an Arvor (Barzhaz-Breizh)
I
Ma n’eo ket c’hoazh deut ar marv, – tudoù,
Da sonnañ deoc’h hoc’h izili,
Dihunit hag hastit afo
Klask an hent ho kaso d’ho ti.
II
Ma tisentit ouzhomp a-grenn, – tudoù,
Ar bleiz-noz hep mar ho tebro ;
Hep kloc’h, na beleg, na pedenn,
Hennezh emberr hoc’h intero.
III
Ar c’hornandoned n’int ket drouk, – tudoù,
N’ho pezet aon ebet razo,
N’ho prañsellint ket ouzh ar groug ;
Dihunit hag it hoc’h hentoù.
Kerkent ha m’eo echu o c’han, e tihunont an daou vezvier en ur reiñ dezho taolioù-dorn hag ez eont kuit en ur c’hoarzhin, ar bugel-noz war o lerc’h.