III Diviz

Rumm
C’hoariva
Yezh
Brezhoneg
Orin
Roazhon, Francis Simon, 1907
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

MAZE, GWILHOU, IVONIG, hag un tamm war-lerc’h GWIGNER

IVONIG
Ha ! Santez Anna venniget !… Piv eo an daou baourkaezh kristen-mañ ? N’eus nemet an dud hep pec’hed hag a c’hellfe roc’hal ken kreñv… Gwelomp piv ’int… Setu Gwilhoù-an-diwar-lerc’h hag e gonsort Maze-an-distanket. Chomet ’int amañ da gousket, gant o c’hovad ! Ha ! Meurlarjez a oa hiziv ! Ar chistr savet d’o fenn en deus brumennet o daoulagad ha n’o deus ket gellet kaout hent ar gêr ! Gwigner, Gwigner, Gwigner, deus da welet peseurt neizhiad am eus-me kavet.

GWIGNER, oc’h en em gaout
Ho ! Daou vezvier gourvezet gant o c’hovad.

IVONIG
Penaos ec’h en em gemerimp ’vit o dihuniñ ?

GWIGNER
Penaos…? Sell, Ivonig, ur soñj vrav a zo deuet em spered.

IVONIG
Pehini, Gwigner ?

GWIGNER
Ni ’ya d’o lakaat da c’hounit an arc’hant o deus dispignet. Kae war da zaoulin e-tal Gwilhoù, me en em lakaio e-tal Maze hag e c’hortozi ken n’am bo kontet betek tri. Unan… daou… tri.

Skeiñ a reont kreñvañ ma c’hellont war du a-dreñv ar vezvierien, hag e redont er-maez.

MAZE
Mil gutes !

GWILHOU
O ! Kre pemoc’h !

MAZE
Aet eo da benn e belbi e doare !

GWILHOU
Ha te, krediñ ’rez emaomp amañ ’vit c’hoari ?

MAZE
N’eo ket c’hoari eo an dra-se, mil gutes ! Lakaat ar re all da zihunañ o skeiñ ken kreñv war o zu a-dreñv.

GWILHOU
Piv en deus skoet ? Me eo, moarvat ?

MAZE
Ya, te eo ! Ha peogwir n’eus nemedomp hon daou amañ, ne c’hellan ket lavaret koulskoude eo matezh ar person an hini eo !

GWILHOU
Matezh ar person ! Matezh ar person ! Kre gaouiad brein.

MAZE
Gaouiad brein ! Na te, penn leue !

GWILHOU Penn leue, penn leue ! Met, mil gurun, ma ne c’hellez ket kousket, laosk evelato ar re all da gemeret o repoz. E-lec’h ober farserezh ken divalav gwell e vefe dit evañ nebeutoc’h a lagout, rak n’oc’h nemet ul lagouter, ul lagouter, ur gaouiad, ur bombocher ! Farsal a reer meur a wech, met ne vez ket graet a draoù evel-se, evelato ! Ha dont c’hoazh da ober goap eus ar re all, goude bezañ graet kement a zroug dezho ! MAZE Ya ! Ur penn-leue ! N’em eus ket gwelet biskoazh ur penn ken bras, ur fri ken bras, ur c’hof ken bras… Ma n’az peus ket a c’hoant kousket, kae da sutal pell ac’halenn, met na deuez ket evel-se da c’hoari war va zro-me, pe m’ez tivouzello. Klevet a rez, m’ez tivouzello ! Ne vezin ket pell evit dont a-benn eus ur c’hozh tra fall ’veldout-te ! Ur c’hazh pourset, ur c’havrig ! Ha serr da veg pe m’her stanko dit.

MAZE
Ya, serr da veg pe m’her stanko dit.

GWILHOU
M’her serro pa blijo din, mil gurun !

MAZE
Na pebezh soñj drol ! Hennezh a grede, moarvat, n’am bije ket gouezet.

GWILHOU
Sac’h an dien ! Bloñset en deus va div feskenn !

MAZE
Ha ! Ma kar dizruz eo, mil gutes ! Neuze e vezo lakaet ar c’hwenn da zañsal en e leroù. Biskoazh ! Ret e vo din mont da gaout ar c’hourrezer.

GWILHOU
Bremaik va lavreg a oa ken yen hag an erc’h, lavaret ’ve graet e vefe an tan ennañ bremañ.

MAZE
Gwelomp hag ur mored all a c’hellimp ober.

GWILHOU
Feiz ! Koulz eo ober un pennadig kousk c’hoazh da c’hortoz an deiz.

C’hoari ’reer adarre un ton luskellus bennak.