II Diviz

Rumm
C’hoariva
Yezh
Brezhoneg
Orin
Roazhon, Francis Simon, 1907
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

GWILHOU, a-dre ar c’harzh
Me.

MAZE
Piv zo aze ?

GWILHOU
Me.

MAZE
Mouezh ur c’havrig, mil gutes !… Piv te ?

GWILHOU
Me, Gwilhoù-an-diwar-lerc’h.

MAZE
Deus ’ta, Gwilhoù, deus en tu-mañ. Sav a-c’haoliad war ar c’harzh, deus war va c’hein ha me da ziskenno.

GWILHOU, o tont war gein Maze
Gortoz ! Gortoz ! War evezh emaout ?

MAZE
Krog ’on, bez dinec’h !… Satordallik, ken pounner ’out ha teir gestad wenan da zibenn-eost ; ken pounner ’out ha tri leue bihan.
 

en ur bokat d’e gonsort

Va breur Gwilhoù.

GWILHOU
Va breur Maze.

MAZE
Petra ’rez-te ken diwezhad e-kreiz al lanneg ?

GWILHOU
Siwazh, kollet am eus hent Kergelen ; ret e vezo din eta, moarvat, chom en noz-mañ da gousket war al leton.

MAZE
Amañ ? N’emaomp ket c’hoazh e miz Eost, hag ar blei-zi, paourkaezh, ne soñjez ket ?

GWILHOU
Me ’soñj a-walc’h en o daoulagad a weler o lugerniñ evel gouloù pa deu an noz, en o skilfoù lemm-aotenn. Lonket e vezimp ganto en ur c’henaouad !

MAZE
Chaoket e vezimp a-dammigoù.

GWILHOU
E kof ur bleiz bezañ beziet !

MAZE
E-lec’h bezañ en douar benniget !

GWILHOU, en ur bokat d’e gonsort
Paourkaezh Maze.

MAZE
Paourkaezh Gwilhoù.

GWILHOU
Penaos en em gemeret evit o spontañ ?

MAZE
Kanomp, Gwilhoù, kanomp.

GWILHOU
Aze ’mañ ’n taol ! Kanomp hon daou kement ha dek.

SON AR BLEIZI, war don ar c’hantik Pec’het am eus, №28 eus an Tonioù kantikoù Kemper

        I
    Er c’hoadoù don, el lanneier,
    Pa harzh ar chas a gêr da gêr,
    Yud ar bleizi-noz a glever.

        DISKAN
    Pa yud ar bleiz war ar maezioù,
    Tihou, hou, hou, hou, tihou, hou, hou, hou,
    Diwallit mat rak o skilfoù.

        II
    Minor Kerlenn a zo chomet
    Un noz, el lann vras da gousket
    Ar bleizi o deus e zebret.

        III
    Job an Darzel en deus gwerzhet
    D’ar c’higer ur vandenn deñved ;
    Ar bleizi o deus o lonket.

        IV
    O ! Pa glevfoc’h son ar bleizi,
    Na bellait ket a-zioc’h ho ti ;
    Ar bleizi n’ouzont ket c’hoari.
        V
    Pa valeit dre al lannoù,
    Pa dremenit dre ar c’hoadoù,
    Ar bleiz a red war ho roudoù.

GWILHOU
Klaskomp bremañ an hent hon daou.

MAZE
Me a wel du.

GWILHOU
Me a wel ruz.

MAZE
Selaou ’ta ! Klevet a ran unan bennak o filbouchat er bod drein-se.

GWILHOU
Krenañ ’ran  kement… kement… ma tevaer an dour-c’hwez diouzhin war al lanneg.

MAZE
Hiziv va mouezh a zo ganin ken yen, ken yen, war va eskern, ma krenan evel ur bern delioù ouzh ar gwez pa vez avel. Va divesker n’o deus ket a nerzh da’m dougen pelloc’h. Va breur kaezh, ret e vezo deomp diskuizhañ amañ… e-kreiz al lanneg da c’hortoz an deiz…

Hag e kouezh d’an douar.

GWILHOU
…da c’hortoz ar marv ivez, da grediñ eo.

MAZE
Allaz !

GWILHOU
Allaz !

MAZE
Sorset ’omp bet, paotr kaezh, pa lavaran dit !

GWILHOU
Me ’gred ivez a-walc’h. Evet am eus div skudellad chistr gant intañv Stank al Lann. Ul louzoù-sko bennak en deus taolet em evaj.

MAZE
Un diaoul a zen !

GWILHOU
D’ar galeoù e tlefed kas tud ken fall-se… d’ar galeoù !

MAZE
Pe d’an ifern gant an diaouloù.

GWILHOU
Ma vezint rostet ha losket en tan bev.

MAZE
Evit ma krevint gant ar sec’hed.

GWILHOU
E keit-se ne gavimp hent ebet, ’meus aon, da vont d’ar gêr.

MAZE
Sell ’ta, en neñv ne lugern steredenn ebet c’hoazh !

GWILHOU
Ma karfe al loar da vihanañ dispakañ beg he fri.

MAZE
Va breur Gwilhoù, koulz eo dit en em astenn aze em c’hichen, da c’hortoz an Añjeluz da seniñ en ur chapel bennak diwar-dro.

GWILHOU
Ya, koulz eo din, me ’gred, Maze ! Hag a-hent-all n’eo ket gwashoc’h kousket hiziv e-kreiz al lanneg eget ne oa hen ober dec’h da noz war ur bern plouz e solier Olier ar Rouz. Amañ, da vihanañ, ne vezo ket ar c’hozh logod daonet-se o troial war va zro, evel ma vez er solieroù brein-se. Lakaet em boa un nebeut silzigennoù e godell va sae dec’h da noz, o soñjal o c’haout er beure-mañ da’m dijuni… al logod o deus o c’havet mat ha toullet din va sae evel un tamouez.

Diskouez a ra toull e sae, o lakaat e viz e-barzh.

MAZE
Sell, ya vat ! Bah ! Gant ur c’hraf pe zaou da verc’h a c’hwrio dit da sae en-dro.

GWILHOU
Gwir eo, met domaj o deus graet din evelato !

MAZE
Che ! Kas ar soñj-se eus da benn, Gwilhoù, ha kousk a-ze em c’hichen.

GWILHOU, oc’h en em astenn war an douar e-tal Maze.
Ya, kouskomp.

E-pad m’en em roont da gousket e c’hoarier un ton luskellus bennak.