Kentskrid

Genre
Théâtre
Langue
Breton
Source
Rennes, Francis Simon, 1907
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

DIWAR C’HOARI, KELENN !

E Bro-Skaer emañ ar c’hiz da lakaat, bep bloaz, un de-vezh evit gwelet pere eo ar baotred er vro, a zo skañvañ o zroad, kreñvañ o divrec’h ha souplañ o c’horf : ur c’hou-renadeg vras a vez graet, hag ur bobl tud a zered eus a-dro-war-dro evit gwelet ar baotred vat ; ha goude ar c’hrogad, ar mestr gourener a vez roet dezhañ ur maout evit e zigoll eus e boan hag e galonekaat evel ma’z eo dleet.

Ur gouel evel-se a vez graet bep bloaz e Skaer hag en ur barrez bennak all eus Bro-Gernev. Ar c’hiz eus ar seurt c’hoarioù-se n’eo ket deuet c’hoazh e Bro-Leon, met dont a ra ha deuet eo zoken ar mare ma weler, bep an amzer, en ur c’horn pe gorn eus ar vro, gouelioù brezhonek, gourenadegoù enno ivez hag a zo kement o zalvoudegezh en tu all da dalvoudegezh gourenadegoù Bro-Gernev ha m’emañ talvoudegezh ar spered en tu all da hini ar c’horf.

Evel-se hon eus gwelet e-doug an daou vloaz diwezhañ-mañ, e Gorre-Leon, paotred Saint-Varzhin-Montroulez, Lambaol-Wimilio, Sant Nouga, Plouenan, Gwikar, Plougouloum, Ar Merzher hag, e Goueled-Leon, re Lesneven, Plougerne, Lanniliz, Gwitalmeze ha Lokmaria oc’h ober kenetrezo gourenadegoù eus ar re a c’hiz nevez-se, hag e fed, ret eo anzav, ez eo gourenerien Bro-Leon lemm o spered, lampr o zeod, flour o mouezh, ha n’emaint ket tost da gaout ezhomm c’hoazh da vont da bardonañ da Sant-Memor.

Nann sur ! Ha dleetoc’h un tamm mat oa e vije bet ar maout dezho eget da baotred Bro-Gernev, rak evel ma lavare gwechall ur skrivagner latin, en un doare disheñvel un tammig diouzh va hini :

D’an hini ’laka ’r mad hag ar brav d’en em gaout,
D’hennezh eo da gentañ bezañ perc’henn ar maout.

Ha c’hoarierien vrezhonek Bro-Leon o deus kavet an tu da lakaat an daou dra-se d’en em gochañ ken klok ma’z eo un dudi her gwelet evit holl vignoned Breizh-Izel.

En deiz all ec’h en em gavis gant Fañch al Luch, unan eus va amezeien vat, un den a c’hiz kozh, un tammig deskadurezh dezhañ, un denchentil mard eus unan, hag e savas kaoz ganeomp diwar-benn an teatr brezhonek hag e lavaren :

« − Ar c’hoarierien, Fañch, setu aze paotred ha ne c’hoarvez ket ganto evel ma c’hoarvez gant ar c’hemener kernevad, n’eo mat nemet da c’hwriat, hervez ma lavar ar son :
Ar c’hemener n’eo ket un den,

Nemet kemener ned eo ken.

Ar re-se, ouzhpenn ma’z int tieien eus an dibab, a oar prezeg ha distagellet mat eo bet o zeod dezho, m’hen asur deoc’h. »

« − Ba ! eme Fañch al Luch, gwechall ne vije ket a draoù evel-se war ar maez hag ez ae kant gwech gwelloc’h ar bed en-dro eget bremañ. »

« − Selaouit, Fañch, emeve, ouzhpenn ma’z oc’h luch ’meus aon, ez oc’h ivez un tamm berrwel a spered evit ar pezh a sell ouzh an teatr brezhonek. C’hwi hoc’h eus c’hoant, n’eo ket ’ta, e chomfe Breizh-Izel en amzer da zont ar pezh m’eo bet en amzer dremenet ? »

« − A ! Ya, na petra ’ta, satordallik, hag e wellafe an traoù ganti zoken. »

« − Mat, paotred ar strolladoù c’hoarerien n’o deus ken youl na ken mennozh kennebeut ! »

« − Hag e kasint anezhañ da benn en em c’hoari marteze, eme Fañch ? »

« − Ya ! Ya ! Emeve, en ur c’hoari ! Diwar c’hoari eo kelenn, a lavare ar re gozh hag a skiant vat a zo a-du ganto war an dra-se. Gouzout a rit, Fañch, eo ar Vretoned ar bobl a zo nebeutañ mestr en e di ? »

« − O, ya ! Her gouzout a ran mat, eme Fañch, ha poan vras a ra din gwelet penaos kement diavaeziad a deu er vro gant un tog kern-uhel war e benn, ul lost pig e traoñ e gein ha galleg flour en e c’henoù, a zo selaouet evel ur pabor hag a ra e lezennoù d’an holl, evel ma kar hag evel ma ne vijemp ket gouest hon-unan da gas an traoù en-dro en hon ti. Ar Vretoned a zo re lent ! »

« − Aze eo ! Emaout ganti, Fañch ; met perak ’int re lent ar Vretoned, perak n’o deus ket muioc’h a hardizhegezh eget n’o deus, nemet abalamour ma n’o deus ket a zeskadurezh a-walc’h ? »

«    C’hwi ’vez klevet a-wechoù o lavaret o deus re. Mat, va doare da welet din-me war an dra-se n’eo ket heñvel ouzh hoc’h hini deoc’h-c’hwi, tamm ebet ! Me ’lavar n’eus ket hanter a zeskadurezh e-touez an dud, ha mard eo ar Vretoned ar bobl a zo nebeutañ mestr en e di, eo dre ma kav dezho re alies ne c’hell ket bezañ gwelloc’h an traoù ganto eget n’emaint. Ha me ’lavar ivez penaos an teatr brezhonek a skolio hag a sklaerio ar bobl en un doare burzhudus. »

«    C’hwi ho peus graet ul lodenn eus ho studi, pe da vihanañ ho peus bet ur gentel bennak digant beleien ar barrez-mañ gwechall pa’z oac’h yaouank, hag ho peus klevet meneg, en istor ar pobloù kozh, eus ar C’hresianed ? »

« − O ! Ya ! Satordallik, eme Fañch, pell zo eo sanailhet o istor glorius e-barzh em spered. »

« − Mat, petra en deus graet eus tud Bro-Gres ar bobl kentañ eus ar bed evit ar pezh a sell ouzh ar spered hag evit ar pezh a sell ouzh ar garantez a dleer dougen d’ar vro, ma n’eo ket ar pezhioù-c’hoari dispar-se a veze displeget bep bloaz, dirak milieroù ha milieroù tud, hag a rae d’ar C’hresianed en em anaout ha gouzout n’eo ket an ec’honder eo a ra ur vro, kennebeut ha ma n’eo ket an niver eo a ra eur bobl.

«    Ar pezh en deus graet an teatr e Bro-Gres a raio ivez e Bro-Vreizh.

«    Eñ eo a lakaio ar Vretoned da anaout ha da garet ar brezhoneg, da welet pegen c’hwek ha pegen talvoudus eo ar yezh kozh, pegen kaer eo ar sonioù gwechall, ha pegen skedus istor an amzer dremenet. Eñ eo a lakaio da gaout keuz ouzh an dislealded ha kas ouzh an techoù fall a ziskar o gouenn ; eñ eo a lakaio gwrizioù karantez Doue ha karantez Breizh d’en em doueziañ ha d’en em skoulmañ muioc’h-mui. Eñ eo, en ur gomz, a lakaio hor bro garet Breizh-Izel da sevel ha da greskiñ diouzh an tu-mañ ’c’hell kaout kresk ha sav c’hoazh, da lavaret eo diouzh tu an neñv.

Hep ur begad pebr hag holen
E vez meurbet goular ar soubenn ;
Evel-se ma n’ho peus bemdez
Nemet labour tenn hag enkrez,
E vo divlaz ho tevezhioù ;
Ret eo plijadur a-wechoù !

«    An Aotroù Guillou, ur beleg eus Bro-Leon hag ur skrivagner brudet, eo a lavare kement-se gwechall, ha re wir eo ar pezh a lavare : « ur sant trist a zo trist e santelezh », an den a rank kaout un tamm plijadur bennak bep an amzer ha pa n’her c’hav ket war ar maez, e red d’her c’hlask e kêr, ha ma ne gav ket a blijadur fur, e kemer a re fall a en em ginnig dezhañ. An teatr brezhonek a raio plijadur d’ar Vretoned, ha lakaat a raio anezho da garet gwelloc’h-gwellañ o meizioù ha d’en em stagañ outo muioc’h-mui. Ya ! Ma vez renet gant ar re a zo gouest d’e ren, e raio d’ar Vretoned kaout plijadurioù divizoc’h d’o yalc’h, talvoudekoc’h d’o yec’hed, sasunoc’h d’o spered ha c’hwekoc’h d’o c’halon eget ar re a vez kavet en tavarnioù, daoubleget war ur c’hoari dominoioù pe azezet dirak ur werennad tan gwisket e melen. »

« − Sell, ya vat, gwir eo, eme Fañch, n’em boa ket soñjet c’hoazh gwelet en teatr brezhonek ur gador-brezeg eus ar re wellañ, gouest da ober vad ha plijadur d’ar bobl, evel ma ra bremañ ! Hiviziken ne vezin ket ken berrwelet en e geñver, satordallik ! »

Ha setu penaos va amezeg Fañch al Luch, pa ’meus displeget dirazañ, sklaerañ ha fraezhañ ma c’hellen, mennozh ar c’hoarierien vrezhonek, a zo deuet da gaout mat-hardizh o labour ha kentañ gwech ma klevo meneg eus ur c’hoariadenn vrezhonek bennak, ez aio da welet ar c’hourenerien a c’hiz nevez, goude ma vefe ret dezhañ ober pemp lev war e droad hag eñ o ren e bevar-ugent vloaz.

Fiziañs am eus, paotred yaouank an teatr brezhonek, e rooc’h tro dezhañ ha d’ar re all gantañ da vont c’hoazh d’ho selaou ur wech en amzer, rak pa groger en ul labour ken santel ha ken talvoudek hag an hini ho peus boulc’het, eo ret kenderc’hel.

Ha lavarit da bep hini
Ar wirionez hep damantiñ

Kenderc’hel a reoc’h daoust d’an amzer ha d’ar re fall. N’eo ket c’hwi eo a vanko ; an traoù deoc’h da zisple-gañ eo a vanko kentoc’h, rak berr eo c’hoazh niver ar pezhioù-teatr brezhonek hag a dalv ar boan lakaat c’hoari anezho : un hanter douzen d’an hirañ n’eus ken. Abala-mour da se, hag evit reiñ labour da c’hoarierien Bro-Leon em eus troet diwar yezh Gwened « en Ozeganned », ur c’hoariell eus ar re gaerañ savet gant an Aotroù Job ar Bayon, anavezet mat, hag eñ yaouank, e pevar c’horn Breizh-Izel, rak kement a skriv a-vec’h ma vez bet moulet e yezh Gwened, ma vez lakaet diouzhtu e yezh Leon.

Warlene an Aotroù Anatol ar Braz, ur Breizhad brudet, o skrivañ diwar-benn « Alanig al Louarn » nevez moulet, a lavare d’an oberour :

    Trugarez deoc’h, a greiz kalon ;
    Sklaer eo ar vouezh ha brav ar son.

    Patelin-gozh e-maez e ve
    ’Zo lammet gant ur fri nevez,

    Desket gantañ brezhoneg mat
    Du-hont ’n un ober e droiad.

    « Fidamdoustik ! » ’vel a lârer
    E Goelou koulz hag e Treger,

    Meur a hini ’dapo an hik
    Dre forzh c’hoarzhin gant Alanig,

    Pa deuio a gastell Keryann
    Da redek Breizh, dre vrug ha lann !

    N’eo ket degemer a vanko
    D’ar c’hozh filouter e pep tro !

    Gras dezhañ da vevañ ken pell
    Ha ma pado yezh Breizh-Izel.

    N’oufen ober gwelloc’h mennad
    ’Vit an Aotroù Perrot, e dad.

Darn eus ar pezh a venne an Aotroù Anatol ar Braz a zo en em gavet : Alanig al Louarn, abaoe m’eo aet da redek bro, en deus kavet dor zigor ha laouenidigezh dre ma’z ae, hag er bloaz-mañ, o lakaat « ar C’hornandoned » da vont en-dro, ne c’houlennan ken tra nemet ma’z heuilhint an hent en deus graet a-raok ar filouter kozh ha ma vezo graet dezho an degemer a zo bet graet d’an « Aotroù Lan ». Fiziañs am eus e vezint gouestoc’h egetañ c’hoazh da sederaat talioù teñval Leoniz, ha ne c’houlennan ket gwell !

J.M. PERROT