Seizhvet pennad

Rumm
C’hoariva
Yezh
Brezhoneg
Orin
Skrigneg, Feiz ha Breizh, eost 1939
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

YANNIG, MERIADEG, AR VUGALE, AR MILINER

MERIADEG
Va Doue !… Petra… Kousket eo !

TURIAU
Marv eo kentoc’h. Galvomp eñ !

En em lakaat a reont d’her gervel a-bell, unan war-lerc’h egile.

BIHUI
Ne glev ket anezhañ.

GWIGNER
Marv eo ’michañs !

BIHUI
Allaz !

MERIADEG
Paourkaezh Yannig, aon en deus bet rak ar gurun.

GWIGNER
Ya ! Sur a-walc’h.

MERIADEG war-zu ar maez
Va zad, va zad ! Marv eo Yannig !

AR MILINER o tont d’ar red
Marv eo Yannig ?

AR VUGALE
Sellit !

AR MILINER
Feiz ya ! Marv eo, sur a-walc’h. Paourkaezh Yannig ! Re em eus e c’hourdrouzet, bremaik, diwar-benn al lavreg-se. Gouzout mat a rae, koulskoude, ’oa evit c’hoari eo e komzen evel-se ! Paourkaezh Yannig ! Paourkaezh Yannig !

AR VUGALE
Paourkaezh Yannig.

AR MILINER
Gwellañ den a oa o vale !

MERIADEG
Gwellañ kemener a oa er vro !

AR MILINER
Evit tailhañ ha gwriat un tamm dilhad bennak ne vo ket kavet e bar e Breizh-Izel a-bezh. Balbouzerien a-walc’h a vo kavet, d’ober dilhad giz kaer, met ar gizioù kozh a vo lezet a-gostez, rak ar vicherourien a chom war e lerc’h, o deus o ankounac’haet… Paourkaezh Yannig… Eñ eo en deus gwisket va zad em raok, hag a-raok va zad, va zad kozh. Eñ eo en deus gwriet ho saeoù, ho lavregoù kentañ, bugaligoù !… Evit ma c’hello diskuizhañ e peoc’h er bed all, arabat e vo deoc’h ankounac’haat, va bugale, da lavaret hiziv ur bedenn gredus, evit gwellañ kemener a zo e Breizh-Izel.

AR VUGALE
Ya ! Sur a-walc’h, miliner, sur a-walc’h !

AR MILINER
Ha bremañ, Meriadeg, evit hel lienañ, eo ret kaout un den eus ar vicher. Te a ya eta da vont raktal da glask kemener Langonbrag…

YANNIG o sevel en un taol war e azez
A ! Pas hennezh, mab ar sec’h, pas hennezh !

AR MILINER hag AR VUGALE o kanañ :
    Chom a reomp holl bamet ! bamet ! bamet !
    A ! Setu Yannig divarvet,
    A ! Setu Yannig divarvet.
    A ! A ! A ! (en ur c’hoarzhin)
    Er c’harter ne vo ket gouelet
    Pa vo gouezet, pa vo gouezet.
    Eo bet marv ha divarvet !

YANNIG
Divarvet ? Divarvet ?… Sur a-walc’h ez on divarvet ! Ne vefen ket chomet evelkent da vezañ lienet gant ur balbous evel va c’honsort eus a Langonbrag. Gwell eo ganin dont war an douar en-dro da vezañ lazhet, c’hoazh ur wech, gant ar gurun, mab ar sec’h !

AR MILINER
Ha da echuiñ va lavreg !

YANNIG
Just a-walc’h, miliner !

AR MILINER
A ! Mat ! N’ez peus ket a ezhomm ken d’en em chalañ kement-se gant al lavreg-se, hiziv, tonton Yannig. Gouezet em eus bremaik p’on bet dre aze oc’h ober un dro evit ho klask, eo kouezhet ar stal en dour, ha ne vo ket dañset warc’hoazh e Kerzourner.

YANNIG
Petra ? Petra ? Va c’honsort eus a Langonbrag eo a oa bet o jubenniñ koulskoude ! Ur sac’had kerc’h en deus bet ar paourkaezh. N’em boa ket lavaret deoc’h. M’ho peus c’hoant da gaout ur vazh-valan n’it ket d’e glask ; ne deu ket a-benn eus e daol.
A ! Mat… mab ar sec’h, pa’z eo gwir ne vo ket dañset warc’hoazh e Kerzourner, ret eo dañsal en ho ti fenoz, miliner. Kerzhit da glask ar sonerien. Pa’z eo gwir ez on deuet eus a varv da vev, ret eo e vefe bourrusoc’h an noz eget ne deo ket an abardaez.

AR MILINER
A ! Mat, ur soñj vat a zo deuet deoc’h, Yannig. – Ne c’heller ket echuiñ gwell an devezh. Ho torn, kemener, ho torn ha deomp dezhi !