C’hwec’hvet pennad

Rumm
C’hoariva
Yezh
Brezhoneg
Orin
Skrigneg, Feiz ha Breizh, eost 1939
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

YANNIG o tont eus a-zindan an daol
Ne zay ket, en e bezh, eus an ti-mañ, mab ar sec’h. E kounnar ruz emañ ar miliner. Hag hennezh, taer evel ma’z eo, bremaik pa deuio en-dro, ne c’hello ket en em viret da skeiñ ganin. Hag ur gwall daol a skoer ken buan hag unan dister. Asa ’ta mat. Asa ’ta mat ! Perak ’on aet ivez da lavaret dezhañ em bije graet ar c’hozh bragez-brein-mañ dezhañ a-benn warc’hoazh !! Ne c’hellin ket, sur a-walc’h, e echuiñ. N’on ket ken evit gwelet sklaer… Dizenoret e vezin. Koll a rin va holl ostizien. An holl a c’houlenno va c’honsort a Langonbrag da labourat em lec’h !… Va Doue, va Doue, petra ’rin-me bremañ ? A ! Feiz, va Doue, un dra hepken… Ober ar marv bihan. A ! Feiz ! Ya ! Va c’haezh Yannig, a-raok ma vezi lakaet en douar, te a gavo atav an tu d’en em dennañ, en un doare bennak. Ne’z peus ket netra d’ober nemet en em astenn aze war da dorchenn, evel un den hag a zo marv en e aes… Serr da zaoulagad ! Ur paotr fin e vezo an hini a c’hello gouzout mat mard out marv pe gousket hepken… Just a-walc’h, setu unan bennak.

En em astenn a ra war an daol, evel m’en deus lavaret, ur c’houlaouenn rousin o leskiñ en e gichen.