Pempet pennad

Rumm
C’hoariva
Yezh
Brezhoneg
Orin
Skrigneg, Feiz ha Breizh, eost 1939
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

YANNIG, dindan an daol, AR MILINER, MERIADEG

AR MILINER
A ! ’Ta, kemener ? Che ! N’eus mui kemener ebet ! Da belec’h, da vihanañ, eo aet adarre, da goll e amzer, ar c’hozh kemener brein-se ? Meriadeg, Meriadeg ?

MERIADEG
Petra zo, va zad ?

AR MILINER
Ne ’peus ket gwelet Yannig ?

MERIADEG
Aze e oa bremaik, azezet mat war e dorchenn, o klask lakaat neud en nadoz.

AR MILINER
Malinbrek ! Biken ne deuio a-benn da echuiñ va lavreg en noz-mañ. Deomp da welet e pelec’h eo aet adarre da goll e amzer.

Skeiñ a ra gant e zorn war an daol

Ma ne vez ket echu va lavreg hiziv ne zay ket, en e bezh, eus an ti-mañ emberr.

Mont a reont kuit.