Eil pennad

Rumm
C’hoariva
Yezh
Brezhoneg
Orin
Skrigneg, Feiz ha Breizh, eost 1939
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

YANNIG, AR VUGALE, AR MILINER

AR MILINER
Asa ! Asa !… Met, c’hwi a gav deoc’h eo evit kanañ hag ober kement all a drouz gant ar vugale-mañ eo am eus ho koulennet, kemener ? Gouzout mat a rit, koulskoude, eo ret mat deoc’h echuiñ an dilhad-se hiziv, ma c’hellin mont warc’hoazh da friko pennhêrez Kerzourner.

O tiskouez an dilhad a zo war e gein

N’eo ket evelkent gant an truilhoù-mañ eo e kredin mont da vragal du-hont. Un toullad mat a vezh em befe da zont d’ar gêr.

YANNIG
Me ’oar mat, miliner, me ’oar mat, met ne c’heller ket evelkent lakaat an nadoz d’ober burzhudoù. E feiz, n’em eus ket kollet kalz a amzer c’hoazh evit hiziv, n’eo ket ’ta, bugale ?

AR VUGALE
Tra ! Tra ! Vat, tonton Yannig.

AR MILINER
Arabat hen ober, kennebeud, arabat hen ober.

YANNIG
Ne chom ket mui nemet un tamm d’ober el lavreg ! Met, a-raok an noz, mab ar sec’h, e vo ul lavreg eus ar re glokañ displeget war ho tu a-dreñv. Sellit ! Setu aze a saeoù, echu ’int. Lakait-i da welet. Ne vo ket un den ken kanfard ha c’hwi e kanton Pleuwigner a-bezh, mab ar sec’h !

AR MILINER o wiskañ e chupenn
A feiz ! Un den a dle bezañ gwisket hervez e renk.

YANNIG
Sur a-walc’h, miliner, sur a-walc’h… Boutonit bremañ.

AR VUGALE o kanañ hag o korolliñ en-dro dezhañ d’an diskan 
    O ! Na brav eo ar miliner
    Gant e chupenn hag e sae ver !
    O ! Na brav eo ar miliner
    A vo gwelet e Kerzourner.

    Korolliñ a reont en-dro dezhañ en ur ganañ an diskan :

    Troomp dillo en-dro dezhañ
    Ken ma vezo en e gaerañ.

AR MILINER
Labourat mat ez peus graet, koulskoude, kemener. Ma vez graet al lavreg ken klok hag an traoù all, sur a-walc’h e vezo lavaret n’ho peus ket ho par er vro a-bezh… Met klevit mat n’ho peus ket ken nemet an amzer a zo ret evit peurober al labour, hag en hent-se n’it ket da goll hoc’h amzer gant ar c’hozh vugale-se !

YANNIG
N’ho peus ket a ezhomm da gaout aon, miliner, n’ho peus ket a ezhomm da gaout aon ! Ha neuze, souezhet bras e vefen ma ne dap ket c’hoazh ar c’honsort e “sac’had kerc’h” er wech-mañ ; biskoazh, kaer en devez jubennat, n’eo deuet a-benn da skoulmañ dimeziñ ebet.

AR MILINER
A ! Kre teod fall a gemener ! N’oc’h ket evit en em c’houzañv ken etrezoc’h kemenerien.

YANNIG
N’eus nemet un dra hag a c’hellfe miret ouzhin da c’hwriat ho lavreg a-benn an noz.

AR MILINER
Petra ’ta, kemener ?

YANNIG
Ar gurun, miliner, ar gurun !

AR MILINER
Arnev a zo en amzer ; met ne gredan ket evelato e tarzhfe a-raok an noz.

YANNIG
Piv a oar, miliner, piv a oar ?

AR MILINER
Labourit atav ! Kemener, labourit. Ha c’hwi, bandenn chatal, er maez, er maez ! Na chomit ket aze da strobañ ar c’hemener.