VII Diviz
Kanañ a reer a bell.
AR GANERION
Na dousaet eo an avel-noz — an avel-noz !
Kornandoned, digouskit holl — digouskit holl !
Na dousaet eo an avel-noz — an avel-noz !
En-dro d’ar maenhir deu’t da g’roll,
Kornandoned, setu kreiznoz !
Klevout a reer kreiznoz o seniñ.
A-dehoù, dousig : Tihou ! Tihou ! Tihou !… Hip !
Ur c’hornandon a sailh war al leur-c’hoari.
A-gleiz, dousig : Tihou ! Tihou ! Tihou !… Hop !
Ur c’hornandon arall a ra ar memes tra.
Int ’n em sell hag a lâr o daou war un dro : Ha !
O daou : Deu’t ta ! Deu’t ta ! Deu’t ta ! Deu’t ta !
Unan : En-dro deomp n’en deus ket hini.
An arall : ar vistr* ’omp, ya, ar vistr ’omp-ni ! [KLT ar vistri]
O daou : Deu’t ta ! Deu’t ta ! Deu’t ta ! Deu’t ta !
Ar c’hornandoned a zisoc’h a-gleiz hag a-zehoù war al leur-c’hoari hag, hep kanañ, a g’roll, e-pad m’en deo an orglezioù o c’hoari hag en un taol int en em dolp en-dro d’ar kaezh Kristol en ur ganañ :
Ha ! Ha ! Ha ! Ha !
Piv eo enta
Ar c’housker-mañ
Ha ne oar ket lâret netra ?
Ha ! Ha ! Ha ! Ha !
Piv eo enta
Ar c’housker-mañ
Kouezhet eus al loar er c’hoad-mañ ?
Piv ’out-te ? Piv ’out-te ?
UR C’HORNANDON
Komz pe’tramant
Ni a gredo emañ rekis
Galviñ ar sant
Evit digloz da deod-dit*. [W dis]
KRISTOL
Galviñ ar sant ! Perak ? Pas, pas, n’her galvit ket.
Prest ’on da gas en-dro ar pezh am eus laeret.
AR C’HORNANDONED
Ha ! Ha ! Ha ! Ha !
Ul laer ’out ’ta !
Ret e vo dit*, [W dis]
Mar vennez gouarn da lod a varadoz* [W varadouiz]
Kas en-dro an arc’hant d’an hini e piaou.
KRISTOL
Met d’ar sant int !
AR C’HORNANDONED
Petra ?
KRISTOL
Ar relegoù.
AR C’HORNANDONED
Ar relegoù !
KRISTOL
Laeret em eus… Hor bezet truez !
Relegoù Sant… Sant Gwenole !
AR C’HORNANDONED
Laeret en deus ar relegoù !
Milliget eo, milliget eo !
KRISTOL
Ho pet truez ! Ho pet truez !
AR C’HORNANDONED
O douar, ’n em zigorit,
’Vit lonkiñ, hep truez ebet,
’Vit lonkiñ al laer milliget.
Ha ! Ha ! Ha ! Ha !
Ul laer ’out ’ta,
Ret e vo dit* [W dis]
Mar vennez gouarn da lod a varadoz* [W varadouiz]
Kas en-dro da chapel ar sant e relegoù.
Razh ar pezh a zo a-raok, a-dal ar gerioù « Na dousaet eo an avel-noz » a zo kanet, hervez musik an Aotroù Decker.
KRISTOL, a gomz
Setu int, tudchentil, kemerit int, m’ho ped,
Kasit int, e m[a] lec’h, d’ar sant am eus laeret.
Re a aon am eus-me eus her gwelet, ken gwenn
’Vel an erc’h, war bavez ar chapel o tiskenn.
Kounnaret, ’vit faoutañ, gant e vazh houarn, ma fenn.
Gwell e vefe ganin, sellit, mervel a-benn.
AR C’HORNANDONED, a gan
Ha ! Ha ! Ha ! Ha !
Alleluia !
Deomp-ni enta,
Tra m’en deo c’hoazh noz er c’hoadoù.
Ha ! Ha ! Ha ! Ha !
Alleluia !
Deomp-ni enta,
Da gas d’ar sant e relegoù !
Frrrr…t ! Mont a reont kuit gant ar sac’h relegoù.