VI Diviz
KRISTOL a-bell
Torret em eus an nor !
Setu int, setu int, ar mestr !
ALANIG er maenhir
Mat, mat, Kristol !
KRISTOL o tisoc’h, ur sac’h pounner war e gein
Ne chom ket mui bremañ da glask ’met an trezol.
ALANIG
Allaz, allaz !
KRISTOL souezhet bras
Che !…
ALANIG
Ha !…
KRISTOL
Petra ! Ar maen !… Ar maen
a gomz !… Klevet em eus ur maen o komz diouzhin !
Ahañ !… Met nag ar mestr ?
ALANIG
Me eo, Kristol, me eo.
KRISTOL
C’hwi ! Amañ ?
ALANIG
Amañ ’ta !
KRISTOL
Dindan ar maenhir-se ?
ALANIG
Ya.
KRISTOL
Peseurt soñj a zo deut deoc’h, ar mestr !
ALANIG
Emañ
An trezol etre ma daouarn, met…
KRISTOL
Met petra ?
ALANIG
’Vit ma c’hellin disoc’h gantañ, Kristol, ret eo
Lakaat ar maen bras-mañ d’n em denniñ a gostez.
KRISTOL
Ne c’hellin ket, ar mestr !
ALANIG
Mont a ray e-unan.
Kemer hepken ur begad dour eus ar feunteun.
KRISTOL en ur gemer ur begad dour
Setu, ar mestr !
ALANIG
Azez bremañ ha chom ’vel-se.
KRISTOL, azezet war ur maen, an dour en e veg
Hun, hun !
ALANIG
Chom mut, ne vern petra a weli-te.