IX Diviz

Rumm
C’hoariva
Yezh
Brezhoneg
Orin
An Oriant, Le Bayon-Roger, war-dro 1912
Evezhiadenn
Adaozet hon eus ar Brezhoneg Gwened diouzh doare KLT.
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

ALANIG o tisoc’h eus ar maenhir, en ur c’hoarzhin
          Ha ! Ha ! Ha ! Ha !
    N’em eus ket bet nemet goulenn
    Gant ma bazh, glasder gant ar jol*  [W teñv] 
    Un tarzh-gurun, ur vrogonenn
    Setu spontet ivez Kristol !
    ’Vit gounit me-mem’ an trezol
    N’em eus ket mui ’met dont d’a-benn
    Ha faoutañ d’ar bleiz-garv e benn.
          Bleiz-garv, ohe, ohe !
          Deu’t ’ta, deu’t ’ta !
          Diragoc’h ne grenin ket me,
          Tra ma vo ganin ar vazh-mañ.