VIII Diviz

Genre
Theatre
Language
Breton
Source
Lorient, Le Bayon-Roger, vers 1912
Notice
The spelling has been adapted from Brezhoneg Gwened to KLT standard.
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

KRISTOL
Setu-me dijablet diouzh ar relegoù-se !
Sec’h diaoul ! Pouezañ a raent ’vel plom war ma diskoazh* !  [W diskoé] 
Nag ar mestr ?… Mall-bras eo ’velkent hen dizouariñ.

En un huchal a-benn d’ar maenhir.

Ar mestr ! Ar mestr !… Netra ! Rekis e vo toulliñ.

Eñ ’a da skeiñ un taol-pigell : un tarzh gurun hel lak da dec’h en ur vlejal.