Hirvoud
Setu Ebrel deut a-nevez :
Hogen an heol n’eo ken kenklouz* [kenkoulz]
Nag an nevez-hañv, abaoe
An eur am eus kollet va dous.
Tremenet am eus er c’hoadoù ;
Ken karget a oa ar c’hoad glas,
’Vel gwechall, ken leun a vleunioù
M’en deus ma anken kresket c’hoazh.
Gant ar bleunioù ’meus goulennet :
« Daoust ha c’hwi hoc’h eus gwelet den ? »
D’an evnigoù am eus lâret :
« Kavet hoc’h eus-c’hwi va ael wenn ? »
Met an evned zo manet bouzar,
Bouzar ivez ar fleurenn nevez.
Ha me ’glask bremañ gant glac’har
An hent ’lec’h ’mañ aet va mestrez...
Ar garantez – kement karet ! –
Zo evel ur menez uhel :
Gant kan ha c’hoarzh e vez pignet ;
En ur ziskenn an holl a ouel !
Ar sonig-mañ, heñvelakaet diouzh André Theuriet, a zo bet moulet gwechall war ar gelaouenn Ar Vro, ha sinet « ur Gourinad ». Ar re a yelo da glask ar sonig-se el lec’h a lavaromp, a c’hello gwelet penaos dorn ar rener en devoa pouezet warni.