Dihunomp !
Dit, barzh labourer !
Hiriv tudjentil a Vro-Gall
A c’hoarzh diouzh hor gwiskamantoù ;
Hag, allaz ! meur a Vreizhad dall
A goll ar penn diouzh o selaou
Hag a daol « chupenn » e dadoù.
An Ankoù, digor e askell,
A glask an tu da skeiñ warnomp,
’Mañ ar gizioù kozh o vervel :
Dihunomp, paotred, dihunomp !
Hiriv tudjentil a Vro-Gall
Hor flastr gant o lezennoù kriz,
Gwerzhet o c’halonoù ar Fall
Int a gas an troù kaer, mem’ ni,
Ha neb dezhe ne sav hini.
An Ankoù, digor e askell,
A glask an tu da skeiñ warnomp,
’Mañ ar frankizioù o vervel :
Dihunomp, paotred, dihunomp !
Hiriv tudjentil a Vro-Gall
Gant ur c’horfad arfloù* a lâr : [exaspération]
« Komzit galleg ’vel ar re all ! »
Ha kavout a reer war hon douar
Tud hag a zilaosk o lavar.
An Ankoù, digor e askell
A glask an tu da skeiñ warnomp,
’Mañ yezh hon tadoù o vervel :
Dihunomp, paotred, dihunomp !
Hiriv tudjentil a Vro-Gall
En o hevelennoù a skriv :
« N’en deus na Doue, na bed arall ! »
Ha lod, diouzh o c’hlevet a vev* [W viù]
Hep pediñ Doue, ’vel loened gouez* ! [W gouiù]
An Ankoù, digor e askell
A glask an tu da skeiñ warnomp,
’Mañ ar Feiz kristen o vervel :
Dihunomp, paotred, dihunomp !
Hiriv, tudjentil a Vro-Gall
A venn gwaskiñ holl an traoù-se
A-gaoz m’o deus graet gwecharall
Enor Breizh, hag he nerzh ivez :
Ha ni a bleg penn dirakte...
An Ankoù, digor e askell
A glask an tu da skeiñ warnomp,
’Mañ hor Mamm-Vroig o vervel :
Dihunomp, paotred, dihunomp !
Ar Vro, gwengolo 1903