ar Goañv

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Da bep testenn e vammenn
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

An avel, er gwez uhel, a c’hourdrouz an douar,
An heol a zo dislivet hag heñvel ouzh al loar ;
Na gaver mui a dommder dindan bolz an neñvoù,
Al laboused a dav mik, ha sioul eo ar c’hoadoù.

Hir ha teñval eo an noz, ha boull eo ar stered,
Hag el lec’h ’kan an eostig, dudius da glevet,
Al loened gouez, gant enkrez, a yud war ar maezioù ;
Hiboud ar stêr, en draonienn, a sav evel klemmoù.

An deiz berr a zeu gorrek ; pa ziblouz an den,
An avel skorn en em sil en e izili yen ;
Kerkent, o tistreiñ d’e di, e wel, a-zioc’h e benn,
Evel ur grib, dent-keñver e pign ouzh e doenn.

An douar a zo skalfet, ar gwez zo hep delioù,
Na weler nikun er park, na nikun en hentoù ;
Ur vogedenn c’hlas, spontus, a sav tev er pellder,
Hag ur c’houriz koumoul du en dro-heol* a weler.    [dremmwel]

Evel ar mor, e tosta a-wagennoù buan,
Ha setu deuet an oabl evel un hed-gwenan ;
Ar fulennoù a gouezh stank, ar bed a zo gwisket
’Vel danvez ur c’hwreg-nevez da vintin hec’h eured.

E tu an avel ar gwez zo roudennet e gwenn ;
Lann, balan, drez, ar strouezh, bec’hiet, a bleg o fenn ;
Tev eo an erc’h er menez ha war an doenn blouz,
Ur c’hi bennak oc’h harzhañ, n’en deus hiriv ken trouz.

War-laez ar ruzelennig, tarzhet e-kreiz ar prad,
E voueta ar c’hefeleg, ar gioc’h, an houad ;
Ar voualc’h, mignon d’an den, evnedigoù e-leizh,
A ziskrab ar bernioù teil da glask enno o freizh.

Ur vran gozh a zo e gward, uhel war un dervenn,
War an ed he c’hoarezed a ziskrab an ervenn,
Ma teu, dindan an avel, c’hwezh ar poultr k’o bete[k],
Diouzhtu ur wagadennig*, ha kerkent da vale.    [ur vandenn]

Ar gegin, ar gazeg-koad, a zo e bro ar rezin,
Ar c’hanaber, al laouenan a zalc’h tost d’ar vilin ;
Ar sparfell hag ar barged, en-dro d’ar vereri,
A gouezh a-blom war an drask hag a zeu d’he debriñ.

An erc’h a gompez pep tra, boued al loened a guzh,
An amzer a zo gantañ garv, kriz ha naonus ;
Ar paour a rank klask bara, mont a-dost, mont a-bell,
Pe chom en e lojennig ezhommek da vervel.

Hogen, kalonoù ar Vreizhiz zo leun a garantez,
Pa welont an dienez e teuont, gant truez,
Da gas bara, kig ha koad d’al lojenn vogedet ;
Rak ar paour, eme Doue, ne vo ket dilezet.

Gant ar remm, ar gozhidi a gerzh war-bouez o bazh,
Rak e goañv o buhez emaint ivez, siwazh !
Tud yaouank, bezit outo ha preder ha truez :
Goude an hañv, mar bevot, ho po goañv ivez.