ar Peskour eus an Intel
- Préambule
- Anv santel Jezuz
- Anv santel an Itron Varia
- an Ael mat
- ar Pec’hour
- an Ifern
- Telenn Arvor
- Soñjoù ur vamm
- ar Mousig bihan
- Kenavo da’m bro
- un Ene poaniet
- Bez ur vamm
- an Enevadez d’ar Werc’hez
- ar Baourerion da Santez Anna
- Da’m buhez
- Karantez ar Vretoned diouzh o bro
- ar Peskour eus an Intel
- Rom
- Soñj a vugaleaj
- an Dall a Bleren
- Lizher d’an Aotroù Rieu
- ar Pevar breur
- ar C’hozh brezhoneg hag ar brezhoneg-galleg
da’m broiz, an Aotroù Monnier
Jojeb ar C’horr, peskour eus an Intel,
’Vit mont d’ar mor a stale e rouedoù.
Kaer oe ’n amzer ha bravik an avel ;
Vil oe newazh, vil bras an houlennoù. (bis)
– Ah ! Chom er gêr, a lâre d’he fried
Ar gaezh Yannig, chom bet’ warc’hoazh a-wael !
’Vidon henoazh ne vo ket a gousked ;
Kreniñ a ran ne save gwall avel. (bis)
– N’az peus ket aon, kae gant da vugale :
Ret eo, Yannig, ret eo din o magiñ.
Pedit ’vidon, pedit an Aotroù Doue,
Ha droug ebet ne zegouezho ganin ! (bis)
– Aet eo er-maez, aet trema ar Gerveur,
Goude kuzh-heol, Jojeb ar c’haezh peskour !
Sevel a ra e berr ar gwall amzer !
Penaos, allaz ! e harzo diouzh ar mor* ? (bis) [W mour]
Ar gaezh Yannig a oe chomet war sav,
Hi-unan gaer war gornig e oaled.
Pedet he doe, hi a bede atav ;
Lâret he doe dek gwech he chapeled. (bis)
Pezh un taol lañs a dreuzas he c’halon
Ha pa savas ar mor e vouezh euzhus !
« – Ma Doue, ’mezi, o ma Doue, salvit-eñ !
Ma Jojeb paour ! Salvit-eñ, ma Jezuz ! (bis)
Ah ! Kemerit, mar karit, ma buhez :
Warnañ kentoc’h sko marv, ah ! Sko a-benn !
Gouarnit o zad, ma Doue, da’m bugale ;
Da falc’h ar marv me ’ro gant joa ma fenn !
– War ho taoulin, deu’t buan, ma bugale !
Diouzh ma hini joentrit ho mouezhigoù !
Pedomp kevret, pedomp an Aotroù Doue !
Ar vugale, Doue, bepred o selaou ! (bis)
AR VUGALE
Jezuz, ma Doue, c’hwi zo hollgalloudek ;
Gelliñ a rit salviñ buhez hon tad !
E-kreiz ar mor hag e-kreiz ar c’herreg,
Ah ! Gouarnit-eñ, gouarnit-eñ, Doue ken mat !
AR VAMM
Gwerc’hez santel, Gwerc’hez ken truezus,
C’hwi zo bet mamm, c’hwi a anav ma gloaz !
’Vit ur gaezh vamm, pedit ho mab Jezuz !
Ho mab dalbezh ho selaou, o Gwerc’hez. (bis)
AR VUGALE
Mamm ar Werc’hez, Itron Santez Anna,
D’ar Vretoned, c’hwi a zo mamm ivez ;
Hon tad ho kar, ’vitañ pedit enta !
’Vitañ pedit, salvet ’vo e vuhez ! (bis)
Ar ro a reomp da monet d’ho chapel,
Gant hor mamm baour hag hon tad, diarc’hen,
Hep lâret ger, war yun ha digabell ;
Tro ar chapel a rimp war hon daoulin. » (bis)
– Tra burzhudus ! Ar gwall amzer a dav !
Ar c’haezh peskour ne goll ket e vuhez !
– En trubuilhoù, pedomp ar Sent atav ;
Savomp atav hor c’halon trema Doue ! (bis)