Roazhon, 15 Gouel Mikael 1838

    An deiz zo kaer, an heol leun a splannder ;
Ar bokedoù a c’holo ar pradoù ;
Deut eo an hañv, pehini a c’hoantaer,
A pa ver klañv, gant kalz a huanadoù !
An durzhunell a zo deut da ganiñ
E-tal ma dor, evit ma levenez ;
Met netra mui ne ’c’hell ma konfortiñ :
Klañv ha klemmus atav eo ma ene !

    Pep tra er bed a rae ma flijadur,
Pa y-aen, yaouank, d’an iliz ’vit pediñ :
Gwenn oe m’ene[añ] a bep kousiadur* !    [saotradur] 
An amzer-se a zo aet pell diouzhin.
An eostig-noz a sav bepred e vouezh*,    [W voéh] 
E vouezh ken kaer bremañ evel neuze ;
Eñ a ra e-tal ma dor e neizh* :    [W néh] 
Klañv ha klemmus atav eo ma ene !

    Ar bokedoù a sklingern* da vintin,    [lugern] 
Ha kent an noz en o gweler gweñvet !
’Vel bokedoù, kent pell e tremenin ;
Kent pell e vin ’barzh e’m bez astennet !
Ne ran ket forzh : deus, o marv ! da’m c’hemer
Ha pa gari : lam ganin ma buhez ;
Re hir eo bet, re hir eo ma amzer :
Klañv ha klemmus atav eo ma ene !

    ’Vel un noz du, teñval eo ma c’halon ;
E ma spered ne z-a mui a sklêrder ;
Na deiz na noz, n’en deus a beoc’h ’vidon.
Bepred glac’har, gloaz, anken e pep eur !
A pa savan, ne gavan ’met glac’har ;
Glac’haret ’on a pa y-an e’m gwele,
Ha ma bara a c’hleban gant ma dar* !    [daeroù] 
Klañv ha klemmus atav eo ma ene !

    Ha pa ra trouz an avel d’ar goañv,
Pa ne weler en neñv sterenn ebet,
Pa gorn ar mor gant e vouezh euzhusañ,
Kalon mab-den gant ar boan zo mouget !
Treboulet eo c’hoazh kalz ma c’halon !
Ar gwall amzer ne drouz ket e pep deiz ;
Met an anken, dec’h, hinive* zo ’vidon !    [hiziv] 
Klañv ha klemmus atav eo ma ene !

    E-pad an noz, dirak ma daoulagad,
O tra spontus ! eo da, eo ’ta ur sked !
Ma blev a sav ! Pedit ’vidon, tud vat !
Doue ho selaou, pedit ’vidon, pedit !
Evel a-gent, oh ! P’hell’fen pediñ !
Oh ! P’hell’fen lâret ma zad da’m Doue !
Ma Doue, ma zad, nann ! N’hell mui me c’hariñ !
Klañv ha klemmus atav eo ma ene !

    Pec’het em eus : ’vel un [n]aer divalav,
Pec’hed mezhus, te ’zebr bepred m’c’halon :
Da flemm am losk ; m’ene baour zo atav
Evel an tan : ne ouzon ’men ez on. 
N’en deus ket peoc’h ’vit m’ene kousiet !
Evit an diaoul, me ’meus laosket ma Doue !
Hag a-c’houde ez on bet poaniet :
Klañv ha klemmus atav eo ma ene !

    Pa’z a an noz, gant doujañs e lâran :
Pa varv’fen en noz-mañ ? Da vintin :
Ma ne welan penn an deiz ! Gant Satan
E vin, allaz ! En tan ’vit birviken* !    [W birvikin] 
’Vit birviken ! Spontet eo ma spered
A pa soñjan war ar ger euzhus-se !
Bout en ifern, en tan, gant an diaouled !
Klañv ha klemmus atav eo ma ene !

    ’Vit ankouaat an tan bepred padus,
Da’m diverrañs me m’eus pep-tu redet :
’Vit kement-se, buhez direizh, mezhus,
Gant tud ’vel ’on, am eus bet heuliet !
Met enep din, dirak ma daoulagad,
Un dorn lorc’hus e pep lec’h a skrive :
An ifern zo ’vidout, pec’hour divat !
Klañv ha klemmus atav eo ma ene !

    ’Men emañ aet an amzer ken bourrus,
Amzer, allaz ! ’Vidon buan tremenet ;
A pa veven da’m Doue, leal, sentus !
Ah ! Ma c’halon neuze ne grene ket !
Perak enta, evit heuli Satan,
[Eñ] e meus-me troet kein da lezenn Doue ?
Dindan ar bouez eus ar boan pounnerañ,
Klañv ha klemmus atav eo ma ene !

    Oh ! P’hell’fen ouelañ ma zorfedoù
Ha teneraat ’vidon kalon ma Doue !
Oh ! P’hell’fen, gant ur mor a zaeroù,
Goulloiñ m’ene[añ] eus he holl fallantez !
Met ar madoù a z-a holl eus an neñv*,    [W nean] 
Ha serret eo an neñv evidon-me !
N’en deo ket gwir ! An dapenn vihanañ
A wad Jezuz a c’hwenno ma ene.