ar Mousig bihan
- Préambule
- Anv santel Jezuz
- Anv santel an Itron Varia
- an Ael mat
- ar Pec’hour
- an Ifern
- Telenn Arvor
- Soñjoù ur vamm
- ar Mousig bihan
- Kenavo da’m bro
- un Ene poaniet
- Bez ur vamm
- an Enevadez d’ar Werc’hez
- ar Baourerion da Santez Anna
- Da’m buhez
- Karantez ar Vretoned diouzh o bro
- ar Peskour eus an Intel
- Rom
- Soñj a vugaleaj
- an Dall a Bleren
- Lizher d’an Aotroù Rieu
- ar Pevar breur
- ar C’hozh brezhoneg hag ar brezhoneg-galleg
Da’m zad ha da’m mamm
Ton : Santez Anna
Ma mamm lies ha ma ferson
En deus bet lavaret din
Ho pediñ a greiz ma c’halon,
Ha da noz ha da vintin.
Selaouit-me, Gwerc’hez santel,
’Vit mamm en ho kemeran :
Ur sellig hepken, ya ur sell
War ar paour mousig bihan.
Ar pousined a pa vrasaont
A y-a er-maez eus o neizh* : [W néh]
Da gentañ, gant aon e nijont ;
O mamm o fara a gouezh*. [W gouéh]
Pell eo ma mamm, Gwerc’hez santel ;
’Vit mamm en ho kemeran :
Ur sellig hepken, ya ur sell
War ar paour mousig bihan.
Pa ’meus bet lâret kenavo
Da’m mamm baour war ar c’hostez :
Pegoulz, ’mezi, e teuy en-dro ?
Ha ma mamm baour a ouele.
Sec’hit he dar*, Gwerc’hez santel, [daeroù]
He foan zo ma foan vrasañ :
Ur sellig hepken, ya ur sell
War ar paour mousig bihan.
Ma c’hoarig vat, ma c’hoar Anna,
A y-ay d’an iliz bemdez
’Vit ho pediñ, Itron Varia,
’Vit ma zad, ’vidon ivez.
Selaouit-hi, Gwerc’hez santel,
N’en deus ket kaeroc’h ene[añ] :
Ur sellig hepken, ya ur sell
War ar paour mousig bihan.
Pa y-emp ’vit lâret hor pater
Hon d[a]ouigoù d’ho chapel,
Ma c’hoar a lâre : sell, ma breur*, [W brér ]
Tablenn ar C’hwerc’hez santel :
Hi a c’hoarzh diouzhimp gant truez !
– Ez omp en oad tenerañ : –
Sellit-me, ha ma breur ivez
Ar c’haezh paour mousig bihan !
En ho tablenn, o Gwerc’hez gaer !
E weler ho mab Jezuz
War ho tivrec’h, krouadur dister,
Ken mat, ken karantezus !
Netra ne c’hell ho mab nac’hiñ
Deoc’h, c’hwi zo rouanez en neñv* ; [W nean]
C’hwi a c’hell enta gwarantiñ
Ar c’haezh paour mousig bihan.
Ma mamm a lâre din lies :
Ar mestr a bep tra eo Doue ;
Met Jezuz zo mab a C’hwerc’hez,
Petra ne c’hell mamm ur roue ?
Difennit-me, Gwerc’hez santel,
’Vit mamm en ho kemeran :
Ur sellig hepken, ya ur sell
War ar paour mousig bihan.
Hol lestr war gein an houlennoù
A nij evel ar gwennel
E-kreiz an aer : e c’houelioù
A zo evel divaskell.
Diouzh droug, gouarnit-ni, mamm santel,
Pa gorn ar mor euzhusañ ;
Kemerit dindan ho mantell
Lestr ar paour mousig bihan.
Pa sav bokedoù, ar gwennel
A zistro gant kalz a joa* [W joé]
D’he bro kentañ, eus ur vro pell :
’Viti pezh ul levenez* ! [W lehuiné]
Ah ! Bro ebet n’en deo ken kaer
’Vel ar vroig a garan !
Emañ, bepred e vo er gêr
Kalon ar mousig bihan.