Kenavo da’m bro
- Préambule
- Anv santel Jezuz
- Anv santel an Itron Varia
- an Ael mat
- ar Pec’hour
- an Ifern
- Telenn Arvor
- Soñjoù ur vamm
- ar Mousig bihan
- Kenavo da’m bro
- un Ene poaniet
- Bez ur vamm
- an Enevadez d’ar Werc’hez
- ar Baourerion da Santez Anna
- Da’m buhez
- Karantez ar Vretoned diouzh o bro
- ar Peskour eus an Intel
- Rom
- Soñj a vugaleaj
- an Dall a Bleren
- Lizher d’an Aotroù Rieu
- ar Pevar breur
- ar C’hozh brezhoneg hag ar brezhoneg-galleg
Naoned, 28 a viz Eost 1840
Allaz ! Mont a ran pell !
Kenavo dit, ma bro !
Kenavo, douar santel !
Kenavo, kenavo (bis)
Kenavo, ma mamm vat,
’Vit ho mab pedit Doue !
Kenavo, ma c’hozh tad,
’Vidon pedit ivez ! (bis)
Kenavo, ma breudeur,
Ha te, ma c’hoar Terez !
’Vit ho preur ur bater
E chapel ar Werc’hez. (bis)
Kenavo, c’hwi ken mat
Ha ken karantezus,
A garan ’vel ma zad !…
Ah ! Ra ve’oc’h eürus ! (bis)
Evit ar c’heizh paour klañv,
Oh ! Pezh un tarzh-kalon,
Mont ken pell e-unan !…
Met Doue a vo gantañ* ! (bis) [W geton]
Ah ! Tavit, ma daeroù,
Me ’welo c’hoazh ma bro !
Tavit, ma huanadoù !…
Me ’zeuy nerzhus en-dro. (bis)
Pa splanno war ma fenn
Heol tomm an Itali,
Un nerzh nevez a-benn
A zeuy e’m izili ! (bis)
Me ’gavo gwella’enn
E kêr vras ar paped :
Eno ’vo an termen
A ma foanioù kalet. (bis)
Oh ! Me y-ay da bediñ
E iliz San Pietro :
Bennozh Doue ’c’houlennin
’Vidon ha ’vit ma bro. (bis)
Da iliz ar Werc’hez,
Da Santa Maria,
Me y-ay ivez lies,
Ha d’ar Scala Santa. (bis)
Kenavo, kêr Naoned,
Kenavo bet distro.
Kent bloaz, leun a yec’hed,
E vin arre er vro. (bis)