Pariz, 12 Ebrel 1838

          Ma c’halon zo
        Gant ma bro,
        Oh ! Ya, bepred ’vo !

    Hag e vefen e penn ar bed,
Diouzh Breizh ma c’halon ’vo staget.
          Ma c’halon zo, etc.

    An heol, m’her goar, a wel broioù,
E-lec’h m’en deus mui a vadoù.
          Ma c’halon zo, etc.

    E Pariz e welan traoù brav,
Traoù kaer da’m daoulagad atav.
          Ma c’halon zo, etc.

    Me zo bet e-mesk ar Saozon :
E-tal de’ ez omp paourion.
          Ma c’halon zo, etc.

    Rom hag ar Pap em eus gwelet,
Ha Breizh ne m’eus ket ankouaet.
          Ma c’halon zo, etc.

    Ar broioù-se, daousto ken kaer,
Pepred ma c’halon oe er gêr.
          Ma c’halon zo, etc.

    Ma divskouarn a c’hoantae komzoù
A lâr deomp e Breizh hor mammoù.
          Ma c’halon zo, etc.

    Ma daoulagad a glaske lann,
Kelen glas ha blev ar balan*.    [pe banal] 
          Ma c’halon zo, etc.

    Ne welen ket mui ar bragoù
En deus miret deomp hon tadoù.
          Ma c’halon zo, etc.

    Ne gleven mui a binioù
Nag ar barzh gant e gwerzennoù.
          Ma c’halon zo, etc.

    Bet’ ne dremeno ma buhez,
E Breizh e chomin mar venn Doue.
          Ma c’halon zo, etc.

    Me ’venn beviñ e ti ma zad ;
Eno hepken ez on ervat.
          Ma c’halon zo, etc.

    Me ’venn choukiñ dindan ar gwez
En deus bet her skeudet ivez.
          Ma c’halon zo, etc.

    Me ’venn treuziñ ar morig dous
En deus treuzet e vagig kozh*.    [W kouz] 
          Ma c’halon zo, etc.

    Dreist pep tra me ’venn pediñ Doue
Ganeoc’h, broized, leun a feiz.
          Ma c’halon zo, etc.

    Me ’venn ’veldoc’h, war ma daoulin,
Er vered ’vit ma zud pediñ.
          Ma c’halon zo, etc.

    Ganeoc’h me ’lâro pedennoù
En un iliz du dre vloazioù.
          Ma c’halon zo, etc.

    Me ’venn e Breizh bout beziet,
Hag e-tal ma mamm baour lakaet.
          Ma c’halon zo, etc.