Kanaouenn distroet a vrezhoneg Kemper e brezhoneg Gwened ha chañchet un tammig

    Diskennomp holl, Kristeien, en ifern da welet
Poanioù ken kriz ha spontus an ene[añ]où daonet,
A zo, dre goler hon Doue, dalc’het e-kreiz an tan,
Rak n’o deus ket bet miret lezenn Doue er bed-mañ.

    En ifern zo un toull don ha leun a teñvalded,
Ur wech kouezhet en toull-se, er-maez mui ne z-aer ket :
An noroù zo bet serret ha morailhet gant Doue ;
N’o digoro birviken : kollet eo an alc’hwez.

    Ur forn goret er bed-mañ n’en deo nemet moged
E-keñver an tan a losk an ene[añ] daonet.
Gwell ’vefe bout er forn-se tra ma pado ar bed,
’Vit bout a-barzh an ifern un eur hepken losket.

    Heñvel diouzh chas kounnaret, a-bouez-penn e hudont ;
Ne ouzont pelec’h monet, e pep lec’h e loskont :
An tan zo war o fennoù, an tan zo dindane ;
An tan-se, bepred padus, a sav a bep kostez.

    Ar mab a grog en e dad, hag ar verc’h en he mamm ;
Gant mil mallozh ’int o stlej dre o blev, ’kreiz ar flamm.
– Mallozh dit, m[a]ouezh didalvez, en deus bet hor maget !
– Mallozh dit, tad didalvez, penn-kaoz ma omp daonet !

    Tra hirisus* ! O c’hroc’hen hag o c’hig vo roget    [pe euzhus] 
Gant beg an naeron euzhus ha gant dent an diaouled ;
Hag en tan e vo taolet o c’hig hag o eskern,
Evit alej an tan-flamm e forn bras an ifern.

    Goude ma vint bet losket un herradig en tan,
E vint taolet en ul lenn a skorn gant Satan ;
Eus al lenn-se ’barzh an tan e vint arre taolet :
Dec’h, hag hinive*, ha warc’hoazh, ne vo arsav ebet.    [pe hiziv]

    Ar re daonet a ouelo, hag a ouelo gant gloaz :
Truez, o ma Doue ! Truez ! Ni ho ped dre ho kroaz ;
Allaz ! Koll a reont o foan ; rak tra ma pado Doue,
Padiñ a ray an ifern hag o anken ivez !

    Ken bervidant* ’vo an tan o rosto en ifern,    [pe birvidik] 
Ma teuy ar mel da vervi penn-da-benn ’n o eskern ;
A pa c’houlennint truez, seul mui e vint gwasket :
Ha kaer o devo hudal, losket a vint bepred.

    An tan-se a zo c’hwezhet dre gounnar rust hon Doue :
O tra souezhus ! Eñ a losk hep lemel ar vuhez !
Birviken ne vo mouget, birviken ne varvo ;
Gant korfoù ar re daonet Satan hen atizo !