an Enevadez d’ar Werc’hez
- Préambule
- Anv santel Jezuz
- Anv santel an Itron Varia
- an Ael mat
- ar Pec’hour
- an Ifern
- Telenn Arvor
- Soñjoù ur vamm
- ar Mousig bihan
- Kenavo da’m bro
- un Ene poaniet
- Bez ur vamm
- an Enevadez d’ar Werc’hez
- ar Baourerion da Santez Anna
- Da’m buhez
- Karantez ar Vretoned diouzh o bro
- ar Peskour eus an Intel
- Rom
- Soñj a vugaleaj
- an Dall a Bleren
- Lizher d’an Aotroù Rieu
- ar Pevar breur
- ar C’hozh brezhoneg hag ar brezhoneg-galleg
Ar c’han-mañ a zo bet distroet kazi ger-ha-ger eus ur c’han gallek
De profundis !
M’ho ped, Gwerc’hez, ’vit ma c’haezh vamm ;
Ah ! Lamit-hi eus an tan-flamm !
Maris (bis), ah ! Kasit-hi ganeoc’h d’ar baradoz* ! [W baraouis]
De profundis !
Hi en devoe, un euriad kent mervel,
Kemennet din ’viti ho pediñ mat ;
Ah ! M’ho pedo ’viti, Gwerc’hez santel,
Ya, bet’ ma diwezhañ huanad !
De profundis, etc.
Gouzout a rit en em eus, o Gwerc’hez,
Desket gant ma mamm ho kariñ.
Mamm a rae din, em pedennoù lies,
Itronez santel, hoc’h anviñ.
De profundis, etc.
Din e lâre e oec’h karantezus,
Hag e oe ret din ho kariñ.
Mamm d’ho chapel, o Gwerc’hez truezus !
Bemdez em c’hase ’vit pediñ.
De profundis, etc.
Allaz ! Bremañ ar gaezh enevadez*, [emzivadez]
He-unan a z-a d’ho pediñ ;
Donet a ra hi-unan, o Gwerc’hez !
Da dal hoc’h aoter da ouelañ.
De profundis, etc.
Ne zougan mui na traoù ruz na traoù gwenn
A-choude m’en deo marvet ma mamm ;
Flourenn ebet ne weler war ma fenn,
Diouzhtu m’en don newazh yaouank-flamm !
De profundis, etc.
Kollet em eus, gant ma mamm, o Gwerc’hez !
Allaz ! Kollet em eus pep tra !
Lâriñ a reer din enevadez !
Ne lârer ket mui Maria !
De profundis, etc.
Gwerc’hez santel, tennit-me eus ar bed !
Petra a rin-me me-unan ?
Ah ! Tennit-me, ’vit ma c’h-in da welet
Ma div* vamm pere zo en neñv* ! [W nihue ? – W nean]
De profundis, etc.