un Ene poaniet
- Préambule
- Anv santel Jezuz
- Anv santel an Itron Varia
- an Ael mat
- ar Pec’hour
- an Ifern
- Telenn Arvor
- Soñjoù ur vamm
- ar Mousig bihan
- Kenavo da’m bro
- un Ene poaniet
- Bez ur vamm
- an Enevadez d’ar Werc’hez
- ar Baourerion da Santez Anna
- Da’m buhez
- Karantez ar Vretoned diouzh o bro
- ar Peskour eus an Intel
- Rom
- Soñj a vugaleaj
- an Dall a Bleren
- Lizher d’an Aotroù Rieu
- ar Pevar breur
- ar C’hozh brezhoneg hag ar brezhoneg-galleg
Ur verc’h yaouank, anvet Fañchig,
Merc’h diaonus mar boe er bed,
Gant he fod, war he skabellig,
’Vit goro he buoc’h oe chouket. (bis)
Ar verc’h yaouank-se a gane,
Hag a gane a-bouez he fenn.
– Petra a zegouezh a-nevez ?…
Ne glever ket mui ar werzenn ! (bis)
– Tra burzhudus ! E-kreiz ar c’hraou
Ur v[a]ouez, kurunet a splannder,
’N em sav : « N’az pez ket aon, selaou,
’Mezi, gant ur vouezh dous ha sklêr. (bis)
N’en don ket c’hoazh er baradoz* ; [W baraouès]
Dalc’het ’on c’hoazh er purgato[a]r.
Te ’c’hell, ma merc’h, eus an tan-gwrez
Ma zenniñ hag em c’has d’ar gloar ! (bis)
Kae da borzh an Aotroù Person,
Ro dezhañ gwerzh teir oferenn ;
Fañchig, teir gwerzh, yun evidon,
Evidon, ur miz, lâr ur bedenn ! (bis)
Da’m nizez Mari te ’lâro
Mont ganit da Sant Matilin ;
’Vit peoc’h m’eneen, c’hwi a bedo
Eno, un eur, war ho taoulin. (bis)
O ma merc’h, n’hellez ket gouzout* [W gouiet]
Pezh ken poanius eo bout en tan !
Pegement ’hirvoudan ’monet
Da’m unaniñ gant Doue en neñv* ! (bis) [W nean]
Pa vin e ti an Aotroù Doue,
Evidoc’h me ’bedo da’m zro,
’Vit ma tec’hit un deiz ivez
D’her c’hariñ ganeomp er gwir vro. » (bis)
– Kentoc’h, evel ur gogusenn,
En em zistroe an eneenn vat.
– En eürusted emañ bremañ
An eneañ-se gant Doue he zad ! (bis)