an Dall a Bleren
- Préambule
- Anv santel Jezuz
- Anv santel an Itron Varia
- an Ael mat
- ar Pec’hour
- an Ifern
- Telenn Arvor
- Soñjoù ur vamm
- ar Mousig bihan
- Kenavo da’m bro
- un Ene poaniet
- Bez ur vamm
- an Enevadez d’ar Werc’hez
- ar Baourerion da Santez Anna
- Da’m buhez
- Karantez ar Vretoned diouzh o bro
- ar Peskour eus an Intel
- Rom
- Soñj a vugaleaj
- an Dall a Bleren
- Lizher d’an Aotroù Rieu
- ar Pevar breur
- ar C’hozh brezhoneg hag ar brezhoneg-galleg
E bourc’h Pleren, ez eus un dall
Pehini n’en deus ket e bar ;
Ne vefe ket kavet un all
’Vel Job ar pevar* c’horn eus an douar. [W puar]
Job a oar kement tra zo bet
A-c’houde kant vloaz er barrez ;
Piv zo marv ha piv zo ganet
Job hel lâro deoc’h en e aes.
Mar fazi an Aotroù Person
En ul lâret e oferenn :
– Ne y-a ket an traoù a feson,
A soñjo Job an dall a-benn.
Kenkoulz ’vel an Aotroù Kure,
Job a oar lâret katechen ;
Hag, hep fazi, d’ar vugale,
Da serr-noz, e tesk al lezenn.
C’hoar ebet ne lâr pedennoù
Kement ’vel Job ar c’haezh paour dall ;
Hag, evit kaniñ gwerzennoù,
’Vel Job ne gaver ket un all.
D’ar goañv, e korn an oaled,
Den, ’vel Job, ne lâr un istor* : [W istoer]
War an diaoul, ar bolbiganed,
Eñ a oar re hir ha re berr.
D’an hañv, mar deu’t d’ar pardonoù,
C’hwi a gavo Job, hep arvar.
An dud ’n em zastum d’her selaou
Hag a lâr : n’en deus ket e bar.