daskor - facebook  daskor - css

Daskor

  E bourc’h Pleren, ez eus un dall
Pehini n’en deus ket e bar ;
Ne vefe ket kavet un all
’Vel Job ar pevar* c’horn eus an douar.    [W puar]

  Job a oar kement tra zo bet
A-c’houde kant vloaz er barrez ;
Piv zo marv ha piv zo ganet
Job hel lâro deoc’h en e aes.

  Mar fazi an Aotroù Person
En ul lâret e oferenn :
– Ne y-a ket an traoù a feson,
A soñjo Job an dall a-benn.

  Kenkoulz ’vel an Aotroù Kure,
Job a oar lâret katechen ;
Hag, hep fazi, d’ar vugale,
Da serr-noz, e tesk al lezenn.

  C’hoar ebet ne lâr pedennoù
Kement ’vel Job ar c’haezh paour dall ;
Hag, evit kaniñ gwerzennoù,
’Vel Job ne gaver ket un all.

  D’ar goañv, e korn an oaled,
Den, ’vel Job, ne lâr un istor* :    [W istoer] 
War an diaoul, ar bolbiganed,
Eñ a oar re hir ha re berr.

  D’an hañv, mar deu’t d’ar pardonoù,
C’hwi a gavo Job, hep arvar.
An dud ’n em zastum d’her selaou
Hag a lâr : n’en deus ket e bar.