Bez ur vamm
- Préambule
- Anv santel Jezuz
- Anv santel an Itron Varia
- an Ael mat
- ar Pec’hour
- an Ifern
- Telenn Arvor
- Soñjoù ur vamm
- ar Mousig bihan
- Kenavo da’m bro
- un Ene poaniet
- Bez ur vamm
- an Enevadez d’ar Werc’hez
- ar Baourerion da Santez Anna
- Da’m buhez
- Karantez ar Vretoned diouzh o bro
- ar Peskour eus an Intel
- Rom
- Soñj a vugaleaj
- an Dall a Bleren
- Lizher d’an Aotroù Rieu
- ar Pevar breur
- ar C’hozh brezhoneg hag ar brezhoneg-galleg
d’an Aotroù Hersart de la Villemarqué
Oh ! Na pezh un divroerezh* [W divroereah]
Ha pa chomer hep mamm er bed !
Bet’ he marv n’ouzer ket c’hoazh* [W hoah]
Pegement ur vamm zo karet. (bis)
Anna, merc’h yaouank a Bleren,
He mamm ivez en doe kollet ;
He daoulagad, ’vel ur vammenn,
Ur mor a zar* en doe skuilhet ! (bis) [pe daeroù]
A-gent ken kaer ’vel ur rozenn,
Anna bremañ a zo gweñvet !
– Allaz ! Pa droc’her ar c’hwrizienn,
Ar barroù ivez zo troc’het ! (bis)
– War bez he mamm e oe arre
Ar gaezh Anna azaoulinet ;
Setu petra ’lavare
Ar verc’h yaouank-se glac’haret : (bis)
Ma Doue, a dan ar purgato[a]r,
Lamit, oh ! Lamit ma c’haezh vamm !
Ma Doue, ah ! Kasit-hi d’ho kloar !
Ah ! Lamit-hi eus an tan-flamm ! (bis)
Me ’ray lâret oferennoù,
Pep sizhun, en iliz-parrez !
Ma Doue, berrit he foanioù !
Oh ! Lamit-hi eus an tan-gwrez (bis)
Pep sizhun, me ’ray yunioù
Ha pep sadorn ha pep gwener !
Ma Doue, berrit he foanioù !
O ma Doue, kasit-hi d’ho kloar* ! (bis) [W cloer]
E-pad tri bloaz, ne zougin ket
Na dilhad gwenn, na dilhad ruz ;
Ne zougin ket seizenn ebet,
Met dilhad kañvus, dilhad du. (bis)
Ma Doue, a dan ar purgato[a]r,
Lamit, oh ! Lamit ma c’haezh vamm !
O ma Doue, kasit-hi d’ho kloar !
Ah ! Lamit-hi eus an tan-flamm ! (bis)
Ne y-in ket mui d’ar pardonioù ;
Me-unan me ’chomo er gêr.
Ma Doue, berrit he foanioù !
O ma Doue, kasit-hi d’ho kloar* ! (bis) [W cloer]
Ne y-in ket mui d’ar foarioù,
Me unan e chomin er gêr !
Ma Doue, berrit he foanioù !
O ma Doue, kasit-hi d’ho kloar* ! (bis) [W cloer]
Me ’droy kein mem’ da’m c’harantez,
Mar deo ret, ’vit groein* vad da’m mamm, [ober]
Da’m Yannig me ’droy kein, ma Doue,
’Vit he zenniñ eus an tan-flamm !
Ma Doue, a dan ar purgato[a]r,
Ah ! Lamit ! Lamit ma c’haezh vamm !
Ma Doue, ah ! Kasit-hi d’ho kloar !
Ah ! Lamit-hi eus an tan-flamm !